1 En amzer-se Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ.
2Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
3Eñ a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
4penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?
5Pe n'hoc'h eus ket lennet el lezenn penaos d'an deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam?
6Met me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ.
7Mar gouefec'h ar pezh a dalv: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall.
8Rak Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.
9 O vezañ aet ac'hane, eñ a yeas en hor sinagogenn.
10Ha setu, e oa eno un den en doa un dorn disec'het. Hag e c'houlennjont digantañ: Hag aotreet eo yac'haat d'an deizioù sabad? Evit e damall e oa.
11Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, mar en deus un dañvad ha ma kouezh en ur poull un deiz sabad, ne zeu ket d'e dennañ ha d'e sevel?
12Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se e c'heller ober vat d'an deizioù sabad.
13Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ hag e teuas yac'h evel egile.
14Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.
15 Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane. Kalz a dud a yeas war e lerc'h. Eñ o yac'haas holl
16ha gourc'hemenn a reas start dezho na zisklêrjent ket anezhañ,
17evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
18Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoù,
19ne rioto ket, ne grio ket, den ne glevo e vouezh er straedoù,
20ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ,
21hag ar broadoù a espero en e anv.
22Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul dall ha mut hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut.
23An holl bobl a voe souezhet bras hag a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David?
24 Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.
25Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout.
26Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan. Penaos e pado e rouantelezh?
27Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
28Met mar kasan kuit an diaouled dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h.
29Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di.
30An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
31Rak-se e lavaran deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel ne vo ket pardonet dezho.
32Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c'hantved-mañ nag er c'hantved da zont.
33Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
34Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
35An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat ar galon, hag an den fall a denn traoù fall eus an teñzor fall.
36Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.
37Rak diwar da gomzoù e vi reishaet ha diwar da gomzoù e vi kondaonet.
38 Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit.
39Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona.
40Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
41Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz goude prezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
42Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
43 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket.
44Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet.
45Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
46 Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ.
47Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez hag a glask komz ouzhit.
48Met e respontas d'an hini en doa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm ha piv eo va breudeur?
49Hag, oc'h astenn e zorn war-zu e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
50Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.