1 D'an eur-se an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras: Piv eta eo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù?
2Jezuz, o vezañ galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz
3hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
4Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
5Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemañ a zegemer ac'hanon.
6Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin hag e vefe taolet e donder ar mor.
7Gwalleur d'ar bed abalamour d'an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d'an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.
8Ma laka ac'hanout da zorn pe da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou zorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus.
9Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn.
10Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
11Rak Mab an den a zo deuet da saveteiñ ar re a oa kollet.
12 Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù evit mont da glask an hini a zo dianket?
13Ha mar c'hoarvez dezhañ e gavout, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hemañ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent n'int ket bet dianket.
14Evel-se n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.
15 Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan. Mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.
16Met ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.
17Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.
18Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv.
19Me a lavar c'hoazh deoc'h penaos mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.
20Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.
21Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho a-enep din? Bez' e vo betek seizh gwech?
22Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek dek ha tri-ugent gwech seizh gwech.
23 Dre-se rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien.
24P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant).
25Dre ma n'en doa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d'e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale ha kement en doa, evit paeañ e zle.
26Ar servijer, oc'h en em strinkañ d'e dreid, a bedas anezhañ o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle.
27O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhañ e zle.
28Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). O kregiñ ennañ, e waskas e c'houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.
29E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bedas anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit holl.
30Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d'e deurel er prizon, betek m'en doa paeet ar pezh a dlee.
31E genvreudeur, o vezañ gwelet ar pezh en doa graet, a voe glac'haret bras hag a yeas da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet.
32Neuze ar mestr a reas gervel anezhañ hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet.
33Ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur evel ma em boa bet truez ouzhit?
34Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en doa paeet kement a dlee.
35Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h a-greiz e galon e vankoù d'e vreur.