1 Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c'hoprañ labourerien evit e winieg.
2Ober a reas marc'had gant al labourerien eus un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) dre zevezh hag o c'hasas d'e winieg.
3Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra.
4Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg hag e roin deoc'h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.
5Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas an hevelep tra.
6O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
7Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh.
8Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ.
9Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o doe pep a ziner.
10Pa zeuas ar re gentañ, e soñje dezho o dije ouzhpenn, met ar re-mañ a resevas ivez pep a ziner.
11Ouzh e gemer, e c'hrozmoljont a-enep ar penn-tiegezh,
12o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.
13Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner?
14Kemer eta ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit.
15Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat?
16Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
17 E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl hag e lavaras dezho en hent:
18Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d'ar marv
19hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
20 Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.
21Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhañ: Gourc'hemenn ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
22Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.
23Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti. Met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket me a dle reiñ an dra-se, roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.
24An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.
25Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar broadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
26Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
27ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.
28Evel-se n'eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
29 Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h.
30Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont, o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
31Ar bobl a c'hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc'h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
32Jezuz, o chom a sav, o galvas hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
33Hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad.
34O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec'h heuilhjont anezhañ.