11 And when they bring you unto the synagogues, and unto magistrates, and powers, take ye no thought how or what thing ye shall answer, or what ye shall say:
12 For the Holy Ghost shall teach you in the same hour what ye ought to say.
1 Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez.
2Ha setu, e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.
3E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h.
4Ar warded a grenas gant ar spont dirazañ hag a zeuas evel tud varv.
5Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.
6N'emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m'en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa gourvezet an Aotrou,
7hag it raktal ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv. Ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot. Setu, em eus henn lavaret deoc'h.
8 Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-se d'e ziskibien.
9Hag evel ma'z aent da gemenn kement-se d'e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag a azeuljont anezhañ.
10Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.
11 Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet.
12Ar re mañ, o vezañ en em zastumet gant an henaourien ha goude bezañ en em guzuliet, a roas kalz a arc'hant d'ar soudarded,
13o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz hag e laeret o deus e-keit ha ma oamp kousket.
14Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c'hounezo anezhañ hag a denno ac'hanoc'h a boan.
15Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien betek hiziv.
16 Neuze an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez en doa Jezuz gourc'hemennet dezho en em gavout.
17Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ. Met darn a zouetas.
18Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
19It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
20hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h. Ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. Amen.