1 Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.
2Goude m'en doe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en doe naon.
3An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.
4Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.
5Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ,
6hag a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
7Jezuz a lavaras dezhañ: Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.
8An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,
9hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ.
10Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
11Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.
12 Pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.
13O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali,
14evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
15Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed,
16ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.
17Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
18 Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
19Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon ha me a raio ac'hanoc'h pesketaerien dud.
20Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
21Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
22Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.
23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
24Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc'het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho.
25Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea hag eus an tu all d'ar Jordan.