21 They say unto him, Cesar’s. Then saith he unto them, Render therefore unto Cesar the things which are Cesar’s; and unto God the things that are God’s.
1 O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
2O tigeriñ e c'henoù, e kelenne anezho, en ur lavarout:
3Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
4Eürus ar re a zo er glac'har, rak frealzet e vint!
5Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh!
6Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc'h!
7Eürus ar re drugarezus, rak trugarez a gavint!
8Eürus ar re o deus ur galon glan, rak Doue a welint!
9Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak bugale Doue e vint galvet!
10Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
11Eürus e viot pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din,
12en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc'h.
13 C'hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac'het gant treid an dud.
14C'hwi a zo sklêrijenn ar bed. Ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet,
15ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e ro sklêrijenn d'an holl dud an ti.
16Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù.
17 Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded. N'on ket deuet evit diskar, met evit peurober.
18Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc'hraet holl.
19Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù. Met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
20Rak, me a lavar deoc'h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
21 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezañ barnet.
22Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d'e vreur: Raka! (= den a netra) a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
23Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,
24lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d'en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof.
25En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac'hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.
26Me a lavar dit e gwirionez, ne zeui ket er-maez ac'hano ken na vo paeet ganit an diwezhañ gwenneg.
27 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne ri ket avoultriezh.
28Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.
29Ma laka ac'hanout da lagad dehou da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
30Ha ma laka ac'hanout da zorn dehou da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
31Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ.
32Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
33 Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met derc'hel a ri e-keñver an Aotrou d'al leoù az po graet.
34Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neñv, rak tron Doue eo,
35na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo.
36Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket lakaat ur vlevenn da vezañ gwenn pe du.
37Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann. Ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.
38 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Lagad evit lagad ha dant evit dant.
39Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.
40Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da doneg, laosk ivez gantañ da vantell.
41Mar fell da unan bennak rediñ ac'hanout da vont gantañ e-pad ur mil (~ 1480 m), kae e-pad daou vil.
42Ro d'an neb a c'houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.
43Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret: Karout a ri da nesañ hag e kasai da enebour.
44Met me a lavar deoc'h: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin,
45evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
46Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
47Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
48Bezit eta peurvat evel ma'z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.