2Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout,
3mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù,
4Yann a zeuas o vadeziñ el lec'h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
5Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù.
6Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
7Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù.
8Me am eus ho padezet en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel.
9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
10Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ.
11Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
12Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro.
13Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan. Eno e oa gant al loened gouez hag an aeled a servije anezhañ.
14 Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue
15hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.
16 Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
17Jezuz a lavaras dezho: Deuit da'm heul hag e rin ac'hanoc'h pesketaerien dud.
18Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
19Hag ac'hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc'h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù.
20Raktal e c'halvas anezho. Hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.
21 Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, e kelennas enni.
22Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed.
23En em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur, hag a grias
24o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
25Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez eus an den-se.
26Neuze ar spered hudur en hejas start hag, o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit dioutañ.
27Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn d'ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ.
28Ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.
29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
30Mamm-gaer Simon a oa war he gwele klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn.
31Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.
32 Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc'het gant diaouled.
33Holl dud kêr a oa dastumet dirak an nor.
34Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ.
35 Da veure, evel ma oa c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec'h a-du. Hag e pedas eno.
36Simon hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask.
37O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout.
38Eñ a lavaras dezho: Deomp d'ar bourc'hioù tro-war-dro, evit ma prezegin ivez eno, rak evit-se eo ez on deuet.
39Hag e prezege en o sinagogennoù dre an holl C'halilea hag e kase kuit an diaouled.
40Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
41Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
42Adalek m'en doe lavaret-se, al lorgnez a guitaas an den-mañ hag e voe glanaet.
43Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start,
44o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d'en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
45Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc'he er-maez e lec'hioù a-du, hag a bep tu e teued d'e gavout.