1 Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ ennañ dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.
2Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
3 E-pad ma oa e Betania, ouzh taol, e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn.
4En o zouez, hiniennoù a savas droug enno hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se?
5Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag o reiñ d'ar beorien. Hag e krozmolent en hec'h enep.
6Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
7Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon.
8Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c'horf evit ar beziadur.
9Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
10 Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit e zroukreiñ dezho.
11O vezañ e selaouet, e voent laouen hag e prometjont reiñ arc'hant dezhañ. Hag e klaskas an tu dereat d'e zroukreiñ.
12 Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn dit ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask?
13Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr hag e kavot un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.
14E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien?
15Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha fichet mat, kempennit anezhañ eno deomp.
16E ziskibien a yeas kuit, a zeuas e kêr hag a gavas an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
17Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.
18Evel ma oant ouzh taol ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am droukroio.
19En em lakajont da vezañ glac'haret, hag e lavarjont dezhañ an eil goude egile: Ha me eo? Hag unan all: Ha me eo?
20Eñ a respontas dezho: Unan eus an daouzek eo ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.
21Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d'an den ma'z eo droukroet gantañ. Gwelloc'h e vije d'an den-se na vije biken bet ganet.
22 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf.
23Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho hag ec'h evjont holl dioutañ.
24Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz.
25Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.
26 Goude m'o doe kanet ur c'hantik, ez ejont da Venez an Olived.
27Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer hag an deñved a vo stlabezet.
28Met pa vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
29Ha Pêr a lavaras dezhañ: Pa gavfe an holl tamall, me ne gavin ket.
30Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.
31Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag ar re all holl a lavaras an hevelep tra.
32 Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.
33Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.
34Lavarout a reas dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit.
35O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar en ur bediñ, mar befe posupl, ma pellaje an eur-se dioutañ.
36Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c'hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n'eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
37Dont a reas hag o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur?
38Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c'hig a zo dinerzh.
39Mont a reas adarre hag e pedas, o lavarout an hevelep komzoù.
40Distreiñ a reas hag o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet, ha ne ouient petra da lavarout dezhañ.
41Dont a reas evit an trede gwech hag a lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet. Setu, Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec'herien.
42Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.
43 Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.
44An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ ha kasit eñ sur.
45Raktal ma voe erruet, e tostaas outañ hag e lavaras: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ.
46Neuze e lakajont o daouarn warnañ hag e krogjont ennañ.
47Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dezhañ.
48Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon.
49Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret, met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet.
50Neuze an holl a zilezas anezhañ hag a dec'has kuit.
51Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv. An dud yaouank a grogas ennañ,
52met eñ a lezas ganto e wiskamant hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.
53 Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.
54Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
55Ar veleien vras hag ar sanedrin a-bezh a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket.
56Rak kalz a roe fals-testeni en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo.
57Hiniennoù a savas hag a zougas ur fals-testeni a-enep dezhañ, o lavarout:
58Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec'h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn.
59Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut.
60Ar beleg-meur a savas en o c'hreiz hag a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep?
61Met e tavas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?
62Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d'ar galloud hag o tont war goabr an neñv.
63Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù?
64Klevet hoc'h eus al ledoued. Petra a soñjit a-se? Int holl neuze a varnas anezhañ evel din da vervel.
65Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.
66Pêr a oa e traoñ ar porzh hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur.
67O welout Pêr o tommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
68Met eñ a nac'has kement-se hag a lavaras: N'ouzon ket, ne gomprenan ket petra a lavarez. Mont a reas er-maez dindan ar porched, hag ar c'hilhog a ganas.
69Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se.
70Met eñ en nac'has adarre.Ur pennad goude, ar re a oa eno a lavaras ivez da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini.
71Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ.
72Ar c'hilhog a ganas un eil gwech. Pêr en doe soñj eus ar gomz en doa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech. Hag oc'h en em sonjañ, e ouelas.