10 Be it known unto you all, and to all the people of Israel, that by the name of Jesus Christ of Nazareth, whom ye crucified, whom God raised from the dead, even by him doth this man stand here before you whole.
1 Kalz o vezañ en em lakaet da skrivañ istor an traoù c'hoarvezet hag anavezet mat en hon touez,
2hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ hag a zo bet ministred ar ger,
3kavet em eus mat ivez, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl adalek ar penn-kentañ, o skrivañ dit dre urzh, Teofil mat meurbet,
4evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.
5 En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia. E wreg a oa eus lignez Aaron hag en em c'halve Elesbed.
6Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec'h heulient holl c'hourc'hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
7N'o doa bugel ebet rak Elesbed a oa gaonac'h. O-daou e oant aet war an oad.
8Hogen e c'hoarvezas, evel ma rae e garg a veleg dirak Doue hervez urzh e dro,
9ma tegouezhas dezhañ dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, mont e-barzh templ an Aotrou evit deviñ an ezañs.
10Ar bobl holl a oa er-maez o pediñ d'an eur ma teved an ezañs.
11Un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs.
12Zakaria a voe trubuilhet o welout anezhañ hag ar spont a grogas ennañ.
13Met an ael a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c'hano dit ur mab hag e c'halvi e anv Yann.
14Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh,
15rak bras e vo dirak an Aotrou. N'evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.
16Distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,
17hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.
18Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se, rak me a zo kozh ha va gwreg a zo aet war an oad?
19An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.
20Setu, e vi mut ha ne c'helli ken komz betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour na'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù a erruo en o amzer.
21Ar bobl a c'hortoze Zakaria hag a oa souezhet ma talee en templ.
22Met pa zeuas er-maez ne c'hellas ket komz outo, hag ec'h anavezjont en doa bet ur weledigezh en templ, rak e rae sinoù dezho hag e chome mut.
23Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d'e di.
24Un nebeud amzer goude, Elesbed e wreg en em gavas dougerez. E-pad pemp miz en em guzhas, o lavarout:
25Evel-se eo en deus graet an Aotrou em c'heñver, en deizioù-mañ m'en deus sellet ouzhin evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
26 Er c'hwec'hvet miz, an ael Gabriel a voe kaset gant Doue d'ur gêr a C'halilea galvet Nazared,
27da gavout ur werc'hez a dlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David. Ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
28An ael o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.
29O vezañ e welet, e voe trubuilhet gant e gomzoù hag e soñjas enni hec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ.
30An ael a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, Mari, rak kavet ec'h eus trugarez dirak Doue.
31Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab hag e c'halvi e anv Jezuz.
32Hemañ a vo bras hag a vo galvet Mab an Uhel-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.
33Ren a raio da virviken war diegezh Jakob hag e ren n'en devo ken a ziwezh.
34Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?
35An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.
36Setu, Elesbed da geniterv a goñsevas ivez ur mab en he c'hozhni, hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h,
37rak n'eus netra dibosupl da Zoue.
38Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.
39 En deizioù-se, Mari a savas hag a yeas buan da vro ar menezioù en ur gêr eus bro Juda.
40Mont a reas e ti Zakaria hag e saludas Elesbed.
41Hag e c'hoarvezas penaos, pa glevas Elesbed salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof hag Elesbed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
42O sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez ha benniget eo frouezh da gof.
43A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
44Rak kerkent hag he deus mouezh da salud skoet va divskouarn, ar bugel bihan en deus tridet gant levenez em c'hof.
45Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
46 Ha Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,
47ha va spered en em laouena e Doue va Salver,
48abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
49rak an Holl-C'halloudeg en deus graet traoù bras din. E anv a zo santel,
50hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.
51Diskouezet en deus nerzh e vrec'h. Stlabezet en deus ar re o doa soñjezonoù lorc'hus en o c'halon.
52Didronet en deus ar re c'halloudek ha savet en deus ar re vihan.
53Leuniet en deus a vadoù a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
54Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
55evel m'en doa henn lavaret d'hon tadoù, e-keñver Abraham hag e lignez da viken.
56Mari a chomas ganti war-dro tri miz, hag e tistroas d'he zi.
57 Amzer Elesbed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab.
58He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en doa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti.
59O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
60E vamm a gemeras ar gomz hag a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.
61Lavarout a rejont dezhi: N'eus den e-touez da gerent hag a zo galvet eus an anv-se.
62Goulenn a rejont dre sinoù digant e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet.
63O vezañ goulennet taolennoùigoù, e skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.
64Kerkent e c'henoù a zigoras hag e deod en em zistagellas, hag e komze hag e vennige Doue.
65An holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrudas dre vro Menezioù Judea a-bezh.
66An holl re o c'hlevas o miras en o c'halon hag a lavaras: Petra eta a vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ.
67 Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel hag a brofedas o lavarout:
68Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m'en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,
69dre m'en deus savet deomp ur c'horn a Silividigezh e tiegezh David e servijer,
70evel m'en doa lavaret dre c'henoù e brofeded santel abaoe kozh amzer,
71Silvidigezh eus hon enebourien hag eus dorn ar re holl a gasa ac'hanomp,
72evit ober trugarez e-keñver hon tadoù ha kaout soñj eus e emglev santel,
73eus al le en doa graet da Abraham hon tad,
74penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon
75er santelezh hag er reizhder, dirazañ, e-pad holl zeizioù hor buhez.
76Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,
77evit reiñ d'e bobl anaoudegezh ar silvidigezh er pardon eus o fec'hedoù,
78dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec'h drezi,
79evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c'hammedoù en hent ar peoc'h.
80Ar bugel a greske hag en em greñvae er spered. Hag e chomas el lec'hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.