1 Goude m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas da Gafarnaoum.
2Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv hag a yae da vervel.
3O vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, e kasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer.
4Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitañ,
5rak karout a ra hor broad, eñ eo en deus savet deomp hor sinagogenn.
6Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.
7Abalamour da-se ne'm eus ket kavet e oan dellezek va-unan da vont betek ennout, met lavar ur ger ha va mevel a vo yac'haet.
8Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
9Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
10Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h mat ar mevel a oa bet klañv.
11 An deiz war-lerc'h, ez eas d'ur gêr anvet Nain. Kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ.
12Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d'an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.
13An Aotrou o vezañ he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!
14O vezañ tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
15An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.
16Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
17 Ar vrud-se en em skuilhas dre Judea holl ha dre an holl vro tro-war-dro.
18Diskibien Yann a gontas an holl draoù-se dezhañ.
19Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
20O vezañ deuet d'e gavout, ar re-mañ a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
21En eur-se zoken, eñ a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
22Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien.
23Eürus eo an neb na gav ket tamall ennon.
24Ar re en doa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
25Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned.
26Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
27Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.
28Rak me a lavar deoc'h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.
29Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.
30Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c'holl bolontez Doue en o c'heñver.
31Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel?
32Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù ha n'hoc'h eus ket gouelet.
33Rak Yann-Vadezour a zo deuet hep debriñ bara hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ.
34Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien.
35Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale.
36 Ur farizian a bedas anezhañ da zebriñ. Eñ a yeas e ti ar farizian hag en em lakaas ouzh taol.
37Ha setu, ur wreg eus kêr a oa vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwezh-vat,
38Oc'h en em zerc'hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec'h olevas anezho gant ar c'hwezh-vat.
39Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
40Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, un dra bennak am eus da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Mestr, lavar.
41Ur c'hredour en doa daou zleour: unan a dlee pemp kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag egile hanter-kant.
42Evel n'o doa ket peadra da baeañ, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiañ?
43Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini en deus bet ar brasañ diskarg. Eñ a lavaras dezhañ: Barnet mat ec'h eus.
44Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne'c'h eus ket roet dour din evit gwalc'hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec'het gant he blev.
45Te ne'c'h eus ket roet ur pok din, met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.
46Te ne'c'h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c'hwezh-vat.
47Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.
48Hag e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit.
49Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemañ hag a bardon zoken ar pec'hedoù?
50Met e lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet, kae e peoc'h.