9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet.
2Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra
3hag e lavarent dezhañ: Salud, Roue ar Yuzevien! Hag e roent taolioù-dorn dezhañ.
4Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.
5Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.
6Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.
7Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c'hraet Mab Doue.
8Pilat, o klevout ar ger-se, en doe c'hoazh muioc'h a aon.
9Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.
10Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? Ha n'ouzout ket em eus ar galloud da groazstagañ ac'hanout hag ar galloud da'z leuskel da vont?
11Jezuz a respontas dezhañ: Ne'z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec'h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec'hed brasoc'h.
12Adalek neuze Pilat a glaskas e leuskel. Met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar. Piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.
13Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec'h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata.
14Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur. Lavarout a reas d'ar Yuzevien: Setu ho roue.
15Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N'hon eus roue all ebet nemet Kezar.
16Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.
17 O tougen e groaz, e teuas el lec'h anvet: Ar C'hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.
18Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.
19Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
20Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; hag e oa skrivet en hebraeg, e gresianeg hag e latin.
21Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.
22Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.
23Goude m'o doe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep soudard. Kemer a rejont ivez e sae, met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn adalek krec'h betek traoñ.
24Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.
25Mamm Jezuz, c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.
26Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.
27Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.
28Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur: Sec'hed am eus.
29Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr hag, o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henoù.
30P'en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc'hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.
31Gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac'hane.
32Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ.
33Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar.
34Hogen unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e teuas anezhañ gwad ha dour.
35An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
36Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret.
37Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.
38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.
39Nikodem, an hini a oa aet er penn-kentañ, en noz, da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur (~ 33 kg) eus ur veskadenn mir hag aloez.
40Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù-frondus, evel ma o deus ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ.
41Bez' e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
42Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.