1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, pa oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
2Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.
3Neuze Pêr hag an diskibl all a yeas er-maez hag a yeas d'ar bez.
4Hag e redjont o-daou a-unvan, met an diskibl all a redas buanoc'h eget Pêr hag a erruas da gentañ er bez.
5O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne d-eas ket e-barzh.
6Simon-Pêr, o tont war e lerc'h, a erruas hag a yeas er bez. Gwelout a reas ar bandennoù war an douar
7hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn; ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du.
8Neuze an diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag a welas, hag a gredas.
9Rak n'o doa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee adsevel a varv.
10 Hag an diskibien a zistroas d'o ziez.
11Met Mari en em zalc'he er-maez tost ouzh ar bez, o ouelañ. Evel ma ouele, en em blegas er bez
12hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.
13Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n'ouzon ket pelec'h o deus e lakaet.
14O vezañ lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz.
15Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ.
16Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!
17Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
18Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi.
19 An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
20Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras.
21Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad va c'haset, e kasan ivez ac'hanoc'h.
22Goude bezañ lavaret kement-se dezho, e c'hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel.
23D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho.
24Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa zeuas Jezuz.
25An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.
26Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
27Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c'hostez. Na vez ket diskredik, met kred.
28Tomaz a respontas dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!
29Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, Tomaz, ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!
30Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, ha n'int ket skrivet el levr-mañ,
31met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C'hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.