7 Many waters cannot quench love, neither can the floods drown it: if a man would give all the substance of his house for love, it would utterly be contemned.
1 Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
2Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles.
3Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Dont a reomp ivez ganit. Mont a rejont hag e pignjont raktal er vag, met ne dapjont netra en noz-se.
4Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Koulskoude an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.
5Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.
6Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi ha ne c'helljont ken he zennañ er-maez abalamour d'an niver bras a besked.
7Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.
8An diskibien all a zeuas er vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad (~ 100 m).
9Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, pesked warno ha bara.
10Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ.
11Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar leun a gant tri hag hanter-kant pesk bras. Ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.
12Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou.
13Jezuz eta a zeuas, a gemeras bara hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.
14An deirvet gwech e oa dija m'en em ziskoueze Jezuz d'e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.
15 Goude m'o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.
16Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon mab Jona, va c'harout a rez? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Bez mesaer va deñved.
17Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec'h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac'haret eus m'en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec'h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
18E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, en em c'hourizes da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit, met pa vi kozh, ec'h astenni da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont.
19Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
20 Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac'hanout?
21O vezañ e welet, Pêr a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ?
22Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac'hanon.
23Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?
24An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
25Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz ha, ma vefent skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellfe ar bed e-unan kenderc'hel al levrioù a vefe skrivet. Amen.