21 They say unto him, Cesar’s. Then saith he unto them, Render therefore unto Cesar the things which are Cesar’s; and unto God the things that are God’s.
1 Em levr kentañ, o Teofil, em eus skrivet diwar-benn kement en deus Jezuz graet ha kelennet, adalek ar penn-kentañ
2betek an deiz ma voe savet en neñv, goude bezañ roet e urzhioù, dre ar Spered-Santel, d'an ebestel en doa dibabet.
3 Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc'h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.
4O vezañ o dastumet, e c'hourc'hemennas dezho na bellajent ket diouzh Jeruzalem, met ma c'hortozjent promesa an Tad, an hini hoc'h eus klevet diganin, emezañ,
5rak Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel a-benn nebeut a zevezhioù.
6O vezañ eta en em zastumet, e c'houlennjont digantañ: Aotrou, hag en amzer-se eo ec'h adsavi rouantelezh Israel?
7Eñ a lavaras dezho: N'eo ket roet deoc'h anavezout an amzerioù pe ar c'houlzioù en deus merket an Tad en e c'halloud e-unan.
8Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc'h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
9 Goude m'en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad.
10Evel ma sellent gant evezh war-zu an neñv e-pad ma'z ae kuit, setu, daou zen gwisket e gwenn en em gavas en o c'hichen
11hag a lavaras: Tud a C'halilea, perak en em zalc'hit aze da sellout ouzh an neñv? Ar Jezuz-mañ, savet diganeoc'h en neñv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc'h eus e welet o pignat en neñv.
12Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c'halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad (~ 1100 m).
13Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec'h ma chome Pêr, Jakez,Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
14Ar re-se holl a gendalc'he a-unvan er bedenn hag en aspedenn, gant ar gwragez, ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.
15 En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:
16Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc'hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c'henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.
17Rak e oa en hon touez hag en deus bet e lod er ministrerezh-mañ.
18Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d'an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet.
19Ar pezh a zo bet anavezet gant holl dud Jeruzalem, en hevelep doare ma'z eo bet galvet ar park-se en o yezh Akeldama, da lavarout eo: Park ar Gwad.
20Hogen skrivet eo e levr ar Salmoù: Ra zeuio e chomlec'h didud ha ra ne vo den da chom ennañ, ha: Ra gemero unan all e garg.
21Ret eo eta, penaos e-mesk an dud a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer m'en deus an Aotrou Jezuz bevet en hon touez,
22adalek badeziant Yann betek an deiz ma'z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.
23Neuze e kinnigjont daou: Jozef galvet Barsabbaz ha lesanvet Justuz, ha Matiaz.
24O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac'h eus dibabet
25da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec'h.
26Tennañ a rejont d'ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.