7 Many waters cannot quench love, neither can the floods drown it: if a man would give all the substance of his house for love, it would utterly be contemned.
1 Festuz eta o vezañ erruet er rannvro, a bignas tri devezh goude eus Kezarea da Jeruzalem.
2Ar beleg-meur hag ar re gentañ a-douez ar Yuzevien a savas klemm dirazañ a-enep Paol hag, o pediñ anezhañ,
3e c'houlennjont digantañ en e enep evel un drugarez ma lakje anezhañ da zont da Jeruzalem. Stignet o doa pechoù dezhañ evit e lazhañ en hent.
4Neuze Festuz a respontas e oa Paol diwallet mat e Kezarea hag e tlee e-unan mont hep dale.
5Hag e lavaras: Ra zeuio eta ganin di ar re vrasañ ac'hanoc'h ha ra damallint an den-se, ma ez eus un dra bennak a zroug enañ.
6Ne chomas en o zouez nemet dek devezh hag e tiskennas da Gezarea. An deiz war-lerc'h, ec'h azezas war e gador-varn hag e c'hourc'hemennas degas Paol.
7Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c'hellent ket prouiñ.
8Paol evit e zifenn a lavaras: Ne'm eus pec'het e netra, nag a-enep lezenn ar Yuzevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Kezar.
9Met, o c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?
10Paol a lavaras: Dirak lezvarn Kezar emaon, amañ eo ret din bezañ barnet. Ne'm eus graet droug ebet d'ar Yuzevien, evel ma c'houzout ervat.
11Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac'han ket mervel, met ma n'eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c'hell va lakaat etre o daouarn. Me a c'halv da Gezar.
12Neuze Festuz, goude bezañ komzet gant ar c'huzul, a respontas: Galvet ec'h eus da Gezar, da Gezar e vi kaset.
13 Un nebeud devezhioù goude, ar roue Agrippa ha Bereniz a zeuas da Gezarea da saludiñ Festuz.
14Evel ma chomjont meur a zevezh, Festuz a roas da anavezout kudenn Paol d'ar roue, o lavarout: Un den a zo bet lezet prizoniad gant Feliks
15ha pa oan e Jeruzalem, ar veleien vras hag henaourien ar Yuzevien o deus savet klemm en e enep, o c'houlenn e gondaonidigezh.
16Respontet em eus dezho n'eo ket giz ar Romaned lakaat un den d'ar marv a-raok m'en defe an hini tamallet bet dirak e damallerien ha m'en defe bet al librentez d'en em zifenn eus ar pezh ma'z eo bet tamallet.
17Deuet int eta en em zastum amañ hag on azezet hep dale, an deiz war-lerc'h, war ar gador-varn o c'hourc'hemenn degas an den-se.
18An damallerien o vezañ deuet, n'o deus douget en e enep hini ebet eus an tamalloù a soñjen,
19met bet o deus gantañ un tabut bennak diwar-benn o relijion o-unan ha diwar-benn ur Jezuz marv, a lavare Paol e oa bev.
20Evel ma oan en douetañs war gement-se, e c'houlennis digantañ ha fellout a rae dezhañ mont da Jeruzalem ha bezañ barnet eno war an traoù-se.
21Met Paol o vezañ galvet evit ma vefe miret e afer da anaoudegezh an impalaer, em eus gourc'hemennet e zerc'hel betek ma kasin anezhañ da Gezar.
22Agrippa a lavaras da Festuz: Me a garfe ivez klevout an den-se. Warc'hoazh, emezañ, e klevi anezhañ.
23An deiz war-lerc'h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec'h ar breujoù gant ar gabitened ha pennoù kêr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz.
24Festuz a lavaras: Roue Agrippa, ha c'hwi holl a zo amañ ganeomp, gwelout a rit an den-se, eo deuet holl bobl ar Yuzevien, kenkoulz amañ evel e Jeruzalem, a-enep dezhañ da c'houlenn ouzhin e lakaat d'ar marv.
25Met ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv, hag eñ e-unan o vezañ galvet d'an impalaer, em eus divizet da gas anezhañ.
26Ne'm eus netra sklaer da skrivañ diwar e benn d'an impalaer, dre-se em eus lakaet anezhañ da zont dirazoc'h, ha dreist-holl dirazout-te, roue Agrippa, evit m'em bo un dra bennak da skrivañ pa vo bet graet goulennoù outañ.
27Rak ne gavan ket dereat kas ur prizoniad hep lavarout eus petra e tamaller anezhañ.