7 Many waters cannot quench love, neither can the floods drown it: if a man would give all the substance of his house for love, it would utterly be contemned.
1 Evel ma komzent ouzh ar bobl, ar veleien, kabiten an templ hag ar sadukeiz a zeuas d'o c'havout,
2o vezañ gwall nec'het abalamour ma kelennent ar bobl ha ma kemennent an adsavidigezh a-douez ar re varv e Jezuz.
3Hag e krogjont enno hag o lakajont er prizon betek an deiz war-lerc'h, abalamour ma oa dija diwezhat.
4Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil.
5Hag e c'hoarvezas antronoz ma en em zastumas e Jeruzalem pennoù ar bobl, an henaourien hag ar skribed,
6gant Annaz ar beleg-meur, Kaifaz, Yann, Aleksandr hag ar re holl a oa eus gouenn ar veleien vras.
7O vezañ o degaset en o c'hreiz, e c'houlennjont diganto: Dre beseurt galloud pe en anv piv hoc'h eus graet kement-mañ?
8Neuze Pêr, leun eus ar Spered-Santel, a lavaras dezho: Pennoù ar bobl hag henaourien Israel,
9pa'z eo goulennet diganeomp hiziv abeg ur madober roet da un den kamm, evit gouzout penaos eo bet yac'haet,
10gouezit, c'hwi holl hag holl bobl Israel, penaos eo en anv Jezuz-Krist a Nazared, hoc'h eus staget ouzh ar groaz hag en deus Doue adsavet a-douez ar re varv, drezañ eo en em ziskouez an den-se yac'h dirazoc'h.
11Eñ eo ar maen a zo bet taolet kuit ganeoc'h-c'hwi ar saverien, hag a zo deuet da vezañ maen kentañ ar c'horn.
12N'eus silvidigezh en hini all ebet, rak n'eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.
13O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c'houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.
14O welout an den a oa bet yac'haet eno ganto, n'o doa netra da lavarout a-enep,
15met e c'hourc'hemennjont dezho mont er-maez eus ar sanedrin hag en em guzuilhjont etrezo,
16o lavarout: Petra raimp d'an dud-se? Rak ur mirakl o deus graet hag a zo anavezet gant holl dud Jeruzalem, anat eo ha ne c'hellomp ket e nac'hañ.
17Met evit ma ne d-aio ket ar vrud a gement-mañ muioc'h e-touez ar bobl, difennomp outo gant gourdrouzoù komz mui da biv bennak en anv-se.
18O vezañ o galvet, e tifennjont start outo komz ha kelenn en anv Jezuz.
19Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc'h kentoc'h eget ouzh Doue,
20rak ne c'hellomp ket tremen hep komz diwar-benn an traoù hon eus gwelet ha klevet.
21Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoù bras, o vezañ na gavent ket an tu d'o c'hastizañ, abalamour d'ar bobl, rak an holl a roe gloar da Zoue evit ar pezh a oa c'hoarvezet.
22Rak an den a oa bet yac'haet dre ar mirakl-se a oa ouzhpenn daou-ugent vloaz.
23 Goude ma voent laosket, e teujont etrezek o re hag e tezrevelljont ar pezh o doa ar veleien vras hag an henaourien lavaret dezho.
24O vezañ klevet kement-se, e savjont a-unvan o mouezh etrezek Doue hag e lavarjont: Aotrou, te a zo Doue, te ac'h eus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno,
25te eo en deus lavaret dre c'henoù da servijer David: Perak ar grozmol-se e-touez ar broadoù hag ar soñjoù ven-se e-touez ar pobloù?
26Rouaned an douar a zo en em savet hag ar briñsed a zo en em unanet a-enep an Aotrou hag a-enep e Olevet.
27Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da'z servijer santel Jezuz, an hini ac'h eus olevet
28evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.
29Ha bremañ, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoù ha ro da'z servijerien ar galloud da zisklêriañ da c'her gant ur wir hardizhegezh,
30oc'h astenn da zorn da yac'haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz.
31P'o doe pedet, al lec'h ma oant dastumet ennañ a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklêrjont ger Doue gant hardizhegezh.
32 Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo.
33An ebestel a roe testeni gant kalz a nerzh eus adsavidigezh an Aotrou Jezuz a varv. Ur c'hras vras a oa warno holl.
34Rak ne oa den ezhommek ebet en o zouez, ar re holl o doa douaroù pe tiez o gwerzhe, a zegase ar priz eus ar pezh o doa gwerzhet
35hag en lakae ouzh treid an ebestel. e Lodennet e oa da bep hini hervez ma en doa ezhomm.
36Jozez lesanvet Barnabaz gant an ebestel, da lavarout eo mab an ali mat, ul Leviad genidik eus Kiprenez,
37a werzhas ur park en doa, a zegasas arc'hant ar werzh hag en lakaas ouzh treid an ebestel.