9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Pa gomzfen yezhoù an dud hag an aeled, ma ne'm eus ket ar garantez, ez on evel un arem a son pe evel ur simbalenn a dregern.
2Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c'houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec'hiañ ar menezioù, ma ne'm eus ket ar garantez, n'on netra.
3Pa ginnigfen va holl vadoù, pa rofen va c'horf evit bezañ devet, ma ne'm eus ket ar garantez, kement-se ne servij din da netra.
4Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh, ar garantez n'eo ket avius, ar garantez n'eo ket fougasus, n'en em c'hwez ket a ourgouilh,
5n'eo ket dizonest, ne glask ket he mad hec'h-unan, ne drenk ket, ne soñj ket e droug,
6n'en em laouena ket eus an direizhder, met en em laouena eus ar wirionez,
7digareziñ a ra pep tra, krediñ a ra pep tra, esperout a ra pep tra, gouzañv a ra pep tra.
8Ar garantez ne baouezo biken. Ar profediezhioù a echuo, ar yezhoù a ehano, ar c'houiziegezh a echuo.
9Rak ec'h anavezomp en un doare diglok, hag e profedomp en un doare diglok,
10met pa zeuio ar pezh a zo peurvat, neuze ar pezh a zo diglok a echuo.
11Pa oan bugel, e komzen evel ur bugel, e komprenen evel ur bugel, e soñjen evel ur bugel, met pa'z on deuet da vezañ un den, em eus echuet gant ar pezh a oa eus ar bugel.
12Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ ec'h anavezan en un doare diglok, met neuze ec'h anavezin-tre, evel ma'z on bet anavezet-tre.
13Bremañ eta, e chom an tri dra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez. Met ar brasañ anezho eo ar garantez.