1 Me Paol, a bed ac'hanoc'h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc'h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa'z on pell diouzhoc'h,
2pediñ a ran ac'hanoc'h na vo ket ret din, pa vin ganeoc'h, implijout gant fiziañs an hardizhegezh-se am eus soñj d'ober ganti a-enep hiniennoù a sell ouzhimp evel pa gerzfemp hervez ar c'hig.
3Rak petra bennak ma kerzhomp er c'hig, ne stourmomp ket hervez ar c'hig.
4Rak hon armoù a vrezel n'int ket kigel, met galloudek int dre Zoue evit diskar ar c'hreñvlec'hioù,
5evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc'het da sentidigezh ouzh Krist,
6ha prest omp da gastizañ pep disentidigezh, pa vo peurglok ho sentidigezh.
7Sellout a rit ouzh an diavaez. Mar d-eus unan bennak hag a gred ennañ e-unan ez eo da Grist, ra gredo eta ivez ennañ e-unan penaos, evel ma'z eo-eñ da Grist, ni ivez a zo da Grist.
8Pa dennfen gloar muioc'h c'hoazh eus ar galloud en deus an Aotrou roet deomp evit kenteliañ ha nann evit ho tistrujañ, ne'm bo mezh ebet a gement-se,
9evit na vo ket kredet e fellfe din ober aon deoc'h dre va lizheroù.
10Rak, eme an dud, e lizheroù a zo garv ha nerzhus, met pa vez amañ, e zoare a zo dinerzh hag e gomz a zo dispriz.
11Ra anavezo an hini a gomz evel-se penaos evel ma'z omp en hor gerioù en hol lizheroù o vezañ pell diouzhoc'h, evel-se ivez ez omp en hon oberoù o vezañ dirazoc'h.
12Ne gredomp ket en em heñvelaat pe en em geñveriañ ouzh hiniennoù e-touez ar re en em veul o-unan. Met oc'h en em vuzuliañ o-unan drezo o-unan hag oc'h en em geñveriañ o-unan outo o-unan, e tiskouezont n'o deus skiant ebet.
13Met ne dennomp ket gloar en tu all d'ar pezh a zo dleet. Er c'hontrol e chomomp e-barzh ar muzul eus al lodenn en deus Doue roet deomp evit dont betek ennoc'h.
14N'en em astennomp ket pelloc'h eget n'eo dleet, ar pezh a vefe ma ne vijemp ket deuet betek ennoc'h. Met gwir eo ez omp deuet betek ennoc'h gant Aviel Krist.
15Ne dennomp ket gloar en tu all d'ar pezh a zo dleet, evel e labourioù ar re all, met esperout a reomp, pa vo kresket ho feiz, en em astennimp kalz pelloc'h en ur chom el lodenn a zo merket deomp,
16hag e prezegimp an Aviel en tu all d'ho pro, hep tennañ gloar eus ar pezh a zo dija bet graet e lodenn ar re all.
17Met an hini en em ro gloar dezhañ e-unan, ra en em roio gloar en Aotrou.
18Rak n'eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.