9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.
2Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.
3Mar d-eo hon Aviel kuzhet, ez eo kuzhet evit ar re a ya da goll,
4evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c'hlevidigezh gant doue ar c'hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
5Ne brezegomp ket ac'hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.
6Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c'halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
7Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.
8Gwasket omp eus pep kostez met n'omp ket kaset da netra, ankeniet omp met n'omp ket hep esperañs,
9heskinet omp met n'omp ket dilezet, diskaret omp met n'omp ket distrujet,
10dougen a reomp atav en hor c'horf marv an Aotrou Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'horf.
11Rak ni, ar re vev, a zo bepred roet d'ar marv abalamour da Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'hig marvel,
12en hevelep doare ma labour ar marv ennomp hag ar vuhez ennoc'h.
13Met hon eus an hevelep spered a feiz, hervez ma'z eo skrivet: Kredet em eus, setu perak em eus komzet. Ni ivez a gred ha setu perak e komzomp,
14oc'h anavezout penaos an hini en deus savet an Aotrou Jezuz a varv a savo ac'hanomp ivez a varv dre Jezuz, hag a lakaio ac'hanomp d'en em ziskouez ganeoc'h.
15Rak an holl draoù-se a zo evidoc'h, evit ma teuio ar c'hras-se, en ur greskiñ, da fonnañ ar pedennoù a drugarez eus kalz evit gloar Doue.
16Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.
17Rak hor glac'har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c'hloar peurbadus ha meurbet gwelloc'h,
18pa'z eo gwir na sellomp ket ouzh an traoù gwelus met ouzh an traoù diwelus. Rak an traoù gwelus n'int nemet evit un amzer, met ar re ziwelus a zo peurbadus.