1 Pa'z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac'hanoc'h na zegemerot ket gras Doue en aner,
2rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.
3Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,
4met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc'husted vras, er glac'haroù, er poanioù, en ankenioù,
5er goulioù, er prizonioù, en dispac'hioù, el labourioù, er beilhoù, er yunoù,
6er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,
7er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc'her a-gleiz hag a-zehou,
8e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,
9evel tud dianav ha ni anavezet mat koulskoude, evel marv ha setu e vevomp, evel kastizet ha nann lakaet d'ar marv,
10evel glac'haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc'hennañ an holl draoù koulskoude.
11Hor genoù hon eus digoret evidoc'h, Korintiz, hor c'halon a zo en em ledanaet.
12N'oc'h ket war enk ennomp, met emaoc'h war enk en ho kreizon hoc'h-unan.
13Bremañ en distro, komz a ran deoc'h evel da'm bugale, en em frankait hoc'h-unan ivez.
14 N'en em lakait ket dindan un hevelep yev gant ar re zifeiz. Rak peseurt heñvelded a zo etre ar reizhder hag an direizhder, ha petra a zo kumun etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn?
15Peseurt unvaniezh a zo etre Krist ha Belial? Peseurt lod en deus un den a feiz gant an hini difeiz?
16Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c'hwi eo templ an Doue bev, evel m'en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
17Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic'hlan, hag e tegemerin ac'hanoc'h.
18Me a vo tad deoc'h hag e viot mibien ha merc'hed din, eme an Aotrou holl-c'halloudek.