1 Pevarzek vloaz goude, e pignis a-nevez da Jeruzalem gant Barnabaz hag e kemeris ivez Tit ganin.
2Mont a ris di hervez un diskuliadur, hag e tisklêris dirazo an Aviel a brezegen e-touez ar baganed, hag e tisklêris anezhañ dreist-holl d'ar re a zo evel kolonennoù, gant aon da redek pe da vezañ redek en aner.
3Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezañ amdroc'het, petra bennak ma oa Gresian.
4Ha kement-se a c'hoarvezas abalamour d'ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh.
5Ne fellas ket deomp plegañ ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc'het ar wirionez eus an Aviel en ho touez.
6E-keñver ar re a zo kontet evit bezañ tud a-bouez, ne sell ket ouzhin petra int bet gwechall rak Doue ne ra diforc'h ebet e-touez an dud, ar re a zo kontet evit bezañ a-bouez n'o deus lavaret netra din.
7Er c'hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc'h evel ma oa bet e Pêr evit an amdroc'hidi,
8rak an hini en deus labouret e Pêr evit e lakaat da abostol an amdroc'hidi en deus ivez labouret ennon evit ar baganed,
9ha pa anavezjont ar c'hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma'z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc'hidi.
10Dleout a raemp hepken kaout soñj eus ar beorien, hag em eus henn graet gant aked.
11 Met pa zeuas Pêr da Antioch, me a enebas outañ a-dal, dre ma telleze bezañ tamallet.
12Rak a-raok ma oa deuet hiniennoù a-berzh Jakez, e tebre gant ar baganed. Met adalek ma oant erruet, en em dennas ha en em zalc'has pell diganto o kaout aon rak an amdroc'hidi.
13Hag asambles gantañ ar Yuzevien all a heulias e bilpouzerezh, en hevelep doare ma voe sachet Barnabaz zoken en o filpouzerezh.
14Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien?
15Ni, Yuzevien a c'hanedigezh ha nann pec'herien a-douez ar baganed,
16oc'h anavezout n'eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.
17Met e-pad ma'z omp o klask bezañ reishaet dre Grist, mar degouezhfe deomp-ni hon-unan bezañ kavet pec'herien, daoust ha Krist a vefe eta ministr ar pec'hed? N'eo ket!
18Rak mar adsavan an traoù am eus distrujet, en em zisklêrian va-unan un torrer eus al lezenn,
19rak dre al lezenn eo ez on marv d'al lezenn, evit bevañ da Zoue.
20Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n'eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c'hoazh er c'hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c'haret hag a zo en em roet e-unan evidon.
21Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.