1Breudeur, mar degouezh d'un den bezañ kavet en ur faot bennak, c'hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.
2Dougit bec'hioù an eil egile hag e peurc'hrot evel-se lezenn Krist.
3Mar soñj d'un den bezañ un dra bennak, pa n'eo netra, en em drompl e-unan.
4Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all,
5rak pep hini a zougo e vec'h e-unan.
6An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d'an hini a gelenn anezhañ.
7N'en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez.
8An hini a had evit ar c'hig a vedo eus ar c'hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.
9N'en em skuizhomp ket oc'h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n'en em zistardomp ket.
10Dre-se, e-pad ma hon eus al lec'h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
11Gwelit pebezh lizherennoù bras am eus skrivet deoc'h gant va dorn va-unan.
12Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c'hig a vount ac'hanoc'h start da vezañ amdroc'het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.
13Rak an amdroc'hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc'het evit kavout gloar en ho kig.
14Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma'z on bet va-unan evit ar bed.
15Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h hag an diamdroc'h n'int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.
16Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc'h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!
17A-hend-all na zeuio den d'ober poan din, rak dougen a ran em c'horf merkoù an Aotrou Jezuz.
18 Breudeur, ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.