1 C'hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec'hedoù,
2hoc'h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.
3En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc'hoantoù hor c'hig, oc'h oberiañ hervez youloù ar c'hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.
4Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d'ar garantez vras en deus hor c'haret ganti,
5pa oamp marv en hor pec'hedoù, en deus hon degaset asambles d'ar vuhez e Krist, dre c'hras eo oc'h bet salvet,
6en deus hon adsavet a varv asambles, hag hol lakaet da azezañ asambles el lec'hioù neñvel e Jezuz-Krist,
7evit diskouez er c'hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c'hras dre e vadelezh en hor c'heñver e Jezuz-Krist.
8Rak salvet oc'h dre ar c'hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac'hanoc'h, donezon Doue eo.
9N'eo ket dre an oberoù, evit na denno gloar den ebet.
10Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
11 Dre-se ho pet soñj penaos, o vezañ ma oac'h gwechall paganed er c'hig ha galvet diamdroc'h gant ar re a c'halver amdroc'hidi er c'hig dre zorn an den,
12c'hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.
13Met bremañ, e Jezuz-Krist, c'hwi a oa gwechall pell, a zo bet degaset tost dre wad Krist.
14Rak eñ eo hor peoc'h, eñ hag en deus graet unan hepken eus an daou en ur ziskar ar voger a zisparti,
15o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc'hemennoù dalc'het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc'h,
16hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c'horf hepken, en ur zistrujañ e-unan ar gasoni.
17Deuet eo da brezeg ar peoc'h deoc'h-c'hwi a oa pell ha d'ar re a oa tost,
18rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.
19Evel-se eta, n'oc'h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc'hizien d'ar sent hag eus ti Doue,
20o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;
21ennañ an holl vatis, urzhiet mat, a sav evit bezañ un templ santel en Aotrou,
22ennañ ivez ez oc'h savet asambles evit bezañ ur chomlec'h da Zoue er Spered.