1 Bugale, sentit ouzh ho tud, en Aotrou, rak un dra reizh eo.
2Enor da dad ha da vamm, ar c'hentañ gourc'hemenn eo hag ez eus ur bromesa gantañ:
3Evit ma vi eürus ha ma vevi pell war an douar.
4Ha c'hwi tadoù, na hegit ket ho pugale met savit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.
5 Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c'hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,
6o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met oc'h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,
7o servijañ gant karantez an Aotrou ha nann an dud,
8o c'houzout penaos pep hini, pe sklav, pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.
9Ha c'hwi mistri, grit en hevelep doare en o c'heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c'houzout hoc'h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n'eus van ebet eus diavaezioù an dud.
10 A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c'halloudek.
11Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot derc'hel start a-enep troidelloù an diaoul.
12Rak n'eo ket a-enep ar c'hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec'hioù uhel.
13Dre-se kemerit ganeoc'h harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot chom start en deizioù fall hag, o vezañ kendrec'het pep tra, e talc'hot start.
14Dalc'hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,
15en ho treid kemerit gred an Aviel a beoc'h,
16krogit dreist-holl skoed ar feiz da c'hellout mougañ holl daolioù loskus an hini drouk,
17kemerit ivez tog-houarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, da lavarout eo ger Doue,
18o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc'husted hag o pediñ evit an holl sent,
19hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel
20ma'z on ar c'hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.
21 Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc'h pep tra.
22Kaset em eus anezhañ deoc'h evit-se, evit ma ouiot petra a c'hoarvez war-dro deomp ha ma tic'hlac'haro ho kalonoù.
23Ra vo ar peoc'h roet d'ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
24Ra vo ar c'hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.