10 Be it known unto you all, and to all the people of Israel, that by the name of Jesus Christ of Nazareth, whom ye crucified, whom God raised from the dead, even by him doth this man stand here before you whole.
1Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist:
2Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
3 Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc'hmat evidoc'h, evel ma'z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc'h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc'h eus an eil e-keñver egile,
4en hevelep doare ma tennomp gloar ac'hanoc'h en Ilizoù Doue, abalamour d'ho pasianted ha d'ho feiz en hoc'h holl heskinoù hag er c'hlac'haroù a c'houzañvit,
5ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c'houzañvit poan eviti.
6Rak reizh eo dirak Doue ma rentfe ar glac'har d'ar re ho klac'har,
7ha ma rofe deoc'h-c'hwi a zo glac'haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c'halloud, e-kreiz flammoù-tan,
8evit tennañ veñjañs eus ar re n'anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.
9Gouzañv a raint o c'hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c'halloud,
10pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc'h eus d'an testeni hon eus douget deoc'h.
11Dre-se ivez e pedomp dalc'hmat evidoc'h, evit ma kavo hon Doue ac'hanoc'h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc'hraio gant galloud holl soñjoù hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz,
12ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc'h ha deoc'h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.