1 Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,
2dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c'houstiañs gant houarn tomm,
3o tifenn dimeziñ hag o c'hourc'hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.
4Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c'hemer gant trugarez,
5rak kement-se a zo santelaet dre c'her Doue ha dre ar bedenn.
6Mar displegez an traoù-se d'ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac'h eus heuliet.
7Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue,
8rak embreg ar c'horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d'an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.
9Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs.
10Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma'c'h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien.
11Kemenn ha desk an traoù-se.
12Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d'ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c'hlanded.
13Betek ma teuin, en em ro d'al lennadur, d'an ali ha d'ar c'helennadur.
14Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.
15Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.
16Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc'h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac'hanout.