10 Be it known unto you all, and to all the people of Israel, that by the name of Jesus Christ of Nazareth, whom ye crucified, whom God raised from the dead, even by him doth this man stand here before you whole.
1Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,
2da Dimote, va mab karet-mat: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
3 Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiañs c'hlan evel va hendadoù, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout soñj ac'hanout em fedennoù,
4o kaout eñvor eus da zaeroù hag o c'hoantaat gwelout ac'hanout evit bezañ leuniet a levenez,
5o virout ar soñj eus ar feiz gwirion a zo ennout, a zo bet da gentañ en da vamm-gozh Loiz hag en da vamm Euniz, hag a zo ennout ivez, me a zo sur-mat.
6Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn.
7Rak Doue n'en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.
8Na'z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac'hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c'halloud Doue,
9en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c'halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c'hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,
10hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,
11ez on bet lakaet evitañ da brezeger, da abostol ha da zoktor ar baganed.
12Dre-se ivez eo e c'houzañvan an traoù-mañ, met ne'm eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.
13Dalc'h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac'h ac'h eus klevet diganin.
14Mir ar pezh a zo bet fiziet ennout gant sikour ar Spered-Santel a chom ennomp.
15Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac'hanon, en o zouez emañ Figel hag Hermogenez.
16Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n'en deus ket bet mezh eus va chadennoù,
17er c'hontrol, pa'z eo deuet da Rom, en deus va c'hlasket gant gred hag en deus va c'havet.
18Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc'h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.