1 Ret eo dit gouzout e vo amzerioù diaes en devezhioù diwezhañ.
2Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc'hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,
3hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d'an dud vat,
4treitour, taer, c'hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc'h eget Doue,
5o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac'het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.
6En o zouez emañ ar re a ya en tiez hag a c'hounit paour-kaezh merc'hed karget a bec'hedoù, hejet gant pep seurt youloù fall,
7atav o teskiñ hep gallout biken dont a-benn da anavezout ar wirionez.
8Evel m'o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.
9Met ne d-aint ket pelloc'h, rak o follentez a vo anavezet gant an holl evel ma voe ivez hini an daou-se.
10 Evidout, heuliet ec'h eus va deskadurezh, va c'hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c'harantez, va dalc'husted,
11va heskinoù, va glac'haroù, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoù am eus gouzañvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl.
12Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.
13Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.
14Evidout, chom start en traoù ac'h eus desket hag anavezet evel asur, o c'houzout gant piv ec'h eus o desket.
15Abaoe da vugaleaj ec'h anavezez ar Skriturioù Santel a c'hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.
16An holl Skritur a zo awenet gant Doue ha mat da zeskiñ, da gendrec'hiñ, da zifaziañ, da gelenn er reizhder,
17evit ma vo an den a Zoue peurc'hraet ha prest da bep oberenn vat