1Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue,
2en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c'hell ket gaouiadiñ,
3hag en deus diskuliet en amzer merket gantañ dre e c'her, am eus bet ar garg da brezeg hervez urzh Doue hor Salver,
4da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!
5 Da lezet em eus e Kreta evit ma'c'h urzhiati ar pezh a chom da reizhañ ha ma tiazezi henaourien e pep kêr, hervez ma em eus gourc'hemennet dit,
6mar en em gav unan bennak eno hag a vefe divlam, dimezet d'ur wreg hepken, o kaout bugale feal na vefent ket tamallet a ziroll nag a zisentidigezh.
7Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d'ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,
8met er c'hontrol, degemerus, o karout an dud vat, diazez, reizh, santel, habask,
9stag ouzh ar wir gredenn a dle bezañ kelennet, evit ma vefe gouest da aliañ hervez ar gelennadurezh santel ha da gendrec'hiñ ar re a stourm outi.
10Bez' ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc'hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien.
11Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.
12Unan bennak anezho, o frofed o-unan, en deus lavaret: Ar Gretiz a zo bepred gaouiat, loened fall, kofoù didalvez.
13An testeni-mañ a zo gwir. Abalamour da gement-se, kroz dezho garv, evit ma teuint santel er feiz,
14ha ma n'en em stagint ket ouzh mojennoù ar Yuzevien nag ouzh gourc'hemennoù tud a zro kein d'ar wirionez.
15Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n'eus netra glan evit ar re zic'hlan hag evit ar re zifeiz, er c'hontrol, o skiant hag o c'houstiañs a zo huduraet.
16Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac'h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.