10 Be it known unto you all, and to all the people of Israel, that by the name of Jesus Christ of Nazareth, whom ye crucified, whom God raised from the dead, even by him doth this man stand here before you whole.
1Paol, prizoniad Jezuz-Krist, ha Timote hor breur, da Filemon, hor c'haret-mat hag hor c'henlabourer,
2d'hor c'haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c'henvrezelour, ha d'an Iliz a zo en da di:
3Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
4 Trugarekaat a ran va Doue dalc'hmat, o kaout soñj ac'hanout em pedennoù,
5o vezañ klevet diwar-benn ar feiz ac'h eus en Aotrou Jezuz ha da garantez evit an holl sent,
6evit ma vo efedus oberenn da feiz nerzhus en ur lakaat da c'houzout an holl vat en em ra en ho touez e Jezuz-Krist.
7Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec'h eus laouenaet kalonoù ar sent.
8 Dre-se, petra bennak ma em eus e Krist ul librentez vras da c'hourc'hemenn dit ar pezh a zo dereat,
9koulskoude e pedan kentoc'h ac'hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,
10e pedan ac'hanout evit va bugel Onezim, am eus ganet o vezañ er chadennoù,
11a zo bet gwechall didalvoud dit, met a zo bremañ talvoudek dit koulz ha din, hag a gasan en-dro dit.
12Degemer anezhañ evel va c'halon va-unan.
13C'hoant em boa d'e zerc'hel ganin, evit ma servije ac'hanon en da lec'h en ereoù ma'z on evit an Aviel.
14Met n'eo ket bet fellet din ober netra hep da ali, evit na vefe ket da vadober evel un dra ret, met a volontez vat.
15Rak marteze n'eo bet pellaet diouzhit nemet evit un nebeud amzer, evit ma kavi anezhañ a-nevez da viken,
16n'eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc'h c'hoazh ganit-te, hervez ar c'hig hag hervez an Aotrou.
17Mar sellez eta ac'hanon evel unanet dit, degemer anezhañ eveldon va-unan.
18Mar en deus graet ur gaou bennak ouzhit pe mar dle dit un dra bennak, laka kement-se war va c'hont.
19Me Paol a skriv kement-mañ eus va dorn va-unan, me en paeo hep lavarout dit penaos en em dleez da-unan din.
20Ya, breur, ra resevin ar blijadur-se diganit en Aotrou, laouena va c'halon en Aotrou.
21Skrivañ a ran dit leun a fiziañs e senti ouzhin, oc'h anavezout penaos e ri zoken muioc'h eget na lavaran.
22 War un dro, kempenn din ul lojeiz, rak esperout a ran e vin rentet deoc'h dre ho pedennoù.
23Epafraz, va c'henbrizoniad e Jezuz-Krist,
24Mark, Aristark, Demaz, ha Lukaz, va c'henlabourerien, a salud ac'hanout.
25Ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.