9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Rak-se e tleomp en em stagañ startoc'h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell.
2Rak mar d-eo bet galloudus ar gomz prezeget gant an aeled, ha mar he deus pep torridigezh ha pep disentidigezh resevet ur paeamant reizh,
3penaos e c'hellimp tec'hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,
4Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez?
5 Rak n'en deus ket lakaet dindan galloud an aeled ar bed da zont, a gomzomp diwar e benn.
6Met unan bennak en ul lech bennak en deus testeniet evel-se: Petra eo an den evit ma ec'h eus soñj anezhañ, pe mab an den evit ma parez da sell warnañ?
7Graet ec'h eus anezhañ un nebeud izeloc'h eget an aeled, e gurunet ec'h eus gant gloar hag enor, e lakaet ec'h eus da vestr war oberoù da zaouarn,
8ha lakaet ec'h eus an holl draoù dindan e dreid. Rak Doue, o vezañ lakaet an holl draoù dindanañ, n'en deus lezet netra na vefe ket dindanañ. Met ne welomp ket c'hoazh bremañ ez eo pep tra dindanañ.
9Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc'h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c'hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.
10A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d'ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.
11Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n'en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur,
12en ur lavarout: Kemenn a rin da anv da'm breudeur, meuliñ a rin ac'hanout e-kreiz ar vodadenn,
13ha c'hoazh: Me en em fizio ennañ, ha c'hoazh: Setu me amañ, me hag ar vugale en deus Doue roet din.
14Pa o deus eta ar vugale lod er c'hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,
15ha ma tieubje ar re holl a oa e-pad o buhez dindan ar sklaverezh dre aon rak ar marv.
16Rak a-dra-sur n'en deus ket sikouret aeled, met sikouret en deus lignez Abraham.
17Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec'hedoù ar bobl,
18rak, o vezañ bet temptet e-unan er pezh en deus gouzañvet, e c'hell sikour ar re a zo temptet.