9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Rak-se, breudeur santel o deus lod er c'halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,
2a zo bet feal d'an hini en deus e ziazezet, evel ma voe Moizez ivez en e holl diegezh.
3Rak kavet eo bet dellezek eus ur gloar dreist hini Moizez, dre ma'z eo brasoc'h enor an hini a sav an ti eget enor an ti e-unan.
4Pep ti a zo bet savet gant unan bennak, hogen an hini a sav pep tra eo Doue.
5Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d'ar pezh a dlee bezañ lavaret,
6met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.
7 Setu perak, evel ma lavar ar Spered-Santel: Hiziv, mar klevit e vouezh,
8na galedit ket ho kalonoù evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh e deiz an temptadur el lec'h distro,
9e-lec'h ho tadoù a demptas ac'hanon, a amprouas ac'hanon hag a welas va oberoù e-pad daou-ugent vloaz.
10Dre-se e voen imoret a-enep ar rummad-se hag em eus lavaret: O c'halon en em ziank bepred ha n'o deus ket anavezet va hentoù.
11Touet em eus eta em c'hounnar: N'antreint ket em diskuizh.
12Breudeur, diwallit n'en defe unan bennak ac'hanoc'h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d'an Doue bev.
13Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n'en em galedfe unan bennak ac'hanoc'h dre dromplerezh ar pec'hed.
14Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,
15e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh.
16Piv a voe a re a enebas goude bezañ klevet, nemet ar re holl a zeuas kuit eus Ejipt dindan renerezh Moizez?
17Hag a-enep piv e voe Doue imoret e-pad daou-ugent vloaz, nemet a-enep ar re a bec'has hag a gouezhas o c'horfoù el lec'h distro?
18Ha da biv e touas n'antrejent ket en e ziskuizh, nemet d'ar re a oa disent?
19Evel-se e welomp penaos ne c'helljont ket antreal abalamour d'o diskredoni.