1Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d'an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
2 Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc'h,
3o c'houzout penaos amprouenn ho feiz a laka ar basianted da sevel ennoc'h.
4Ha ra zeuio ar basianted da gas hec'h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet hep mankout e netra.
5Ma vank furnez da unan bennak ac'hanoc'h, ra c'houlenno digant Doue a ro d'an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.
6Met ra c'houlenno gant feiz, hep douetiñ, rak an hini a zouet a zo heñvel ouzh houl ar mor a zo keflusket gant an avel ha taolet amañ ha ahont.
7Un hevelep den ne dle ket gortoz resev un dra bennak digant an Aotrou,
8lodennet eo e galon ha kildro eo en e holl hentoù.
9Ra gavo gloar ar breur a stad izel pa vez uhelaet,
10hag an hini pinvidik pa vez izelaet, rak tremen a raio evel bleuñv ar geot.
11Savet eo an heol gant e dommder, sec'het en deus ar c'heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù.
12Eürus an den a c'houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d'ar re a gar anezhañ.
13Ra ne lavaro den pa vez temptet: Doue eo a dempt ac'hanon. Rak Doue ne c'hell ket bezañ temptet gant an droug hag e-unan ne dempt den.
14Met pep hini a zo temptet pa'z eo sachet hag hualet gant e zroukc'hoant e-unan.
15Hag an droukc'hoant, pa'z en deus koñsevet, a c'han ar pec'hed. Hag ar pec'hed, pa'z eo kaset da benn, a c'han ar marv.
16Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet,
17pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec'h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.
18Hor c'hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c'hentañ frouezh eus e grouadurien.
19 Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,
20rak kounnar an den ne beurc'hra ket reizhder Doue.
21Setu perak, oc'h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc'h hag a c'hell saveteiñ hoc'h eneoù.
22Bezit oberourien eus ar ger, ha na vezit ket selaouerien hepken oc'h en em dromplañ hoc'h-unan dre arguzennoù fals.
23Rak mar d-eo unan bennak ur selaouer eus ar ger ha nann un oberour, ez eo heñvel ouzh un den a sell ouzh e zremm naturel en ur melezour
24ha, goude bezañ sellet outañ, a ya kuit hag a ankounac'ha kerkent penaos e oa.
25Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc'het hep bezañ ur selaouer ankounac'haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.
26Mar soñj unan bennak ac'hanoc'h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.
27Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac'har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.