11 And when they bring you unto the synagogues, and unto magistrates, and powers, take ye no thought how or what thing ye shall answer, or what ye shall say:
12 For the Holy Ghost shall teach you in the same hour what ye ought to say.
1 Va breudeur, ra vo ar feiz hoc'h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud.
2Rak mar deu en ho podadeg un den gant ur walenn aour ha dilhad kaer, ha mar deu ivez e-barzh ur paour gant dilhad dister,
3hag o sellout ouzh an hini a zoug an dilhad kaer, e lavarit dezhañ: Azez amañ en ul lec'h mat, hag e lavarit d'ar paour: En em zalc'h aze en da sav, pe: Azez amañ e traoñ skabell va zreid,
4daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac'hanoc'h ha n'och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall?
5Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n'en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d'ar re a gar anezhañ?
6C'hwi er c'hontrol, a zispriz ar paour! Ha n'eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac'hanoc'h hag a stlej ac'hanoc'h dirak al lezioù-barn?
7Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc'h?
8Mar peurc'hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,
9met mar grit van eus diavaezioù an dud, e rit ur pec'hed, o vezañ tamallet gant al lezenn da vezañ torrerien.
10Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl.
11Rak an hini en deus lavaret: Ne ri ket avoultriezh, en deus ivez lavaret: Ne vi ket muntrer. Neuze ma ne rez ket avoultriezh met mar drouklazhez, ez out torrer al lezenn.
12Evel-se, komzit ha grit evel tud hag a dle bezañ barnet dre lezenn ar frankiz,
13rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n'en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.
14 Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n'en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c'hello e salviñ?
15Ma'z emañ ur breur pe ur c'hoar en noazh, ha ma vank dezho ar boued pemdeziek,
16ha mar lavar unan bennak ac'hanoc'h dezho: It e peoc'h, en em dommit ha debrit ho kwalc'h, ha ma ne rofec'h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c'horf, da betra e servije kement-se?
17Evel-se emañ ivez gant ar feiz, ma n'eus ket an oberoù marv eo enni hec'h-unan.
18Met unan bennak a lavaro: Te ac'h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.
19Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.
20Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù?
21Abraham hon tad, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa ginnigas Izaak e vab war an aoter?
22Gwelout a rez penaos e laboure ar feiz gant e oberoù, ha penaos dre an oberoù ar feiz a zeuas da vezañ peurvat.
23Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc'hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue.
24Gwelout a rit eta ez eo an den reishaet dre an oberoù ha nann dre ar feiz hepken.
25En hevelep doare Rahab ar c'hast, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa zegemeras ar gannaded ha pa lakaas anezho da vont kuit dre un hent all?
26Evel ma'z eo marv ar c'horf hep ar spered, evel-se eo marv ar feiz hep an oberoù.