11 And when they bring you unto the synagogues, and unto magistrates, and powers, take ye no thought how or what thing ye shall answer, or what ye shall say:
12 For the Holy Ghost shall teach you in the same hour what ye ought to say.
1 En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,
2pa welint ho kundu glan ha doujañsus.
3Ra ne vo ket ho kempennadurezh hini an diavaez, blev rodellaouet, bragerizoù aour pe dilhad peurgempenn,
4met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc'hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.
5Rak evel-se en em gempennas gwechall ar gwragez santel a espere e Doue hag a sente ouzh o ezhec'h,
6evel ma sente Sara ouzh Abraham o c'hervel anezhañ hec'h aotrou. Anezhi eo oc'h deuet da vezañ merc'hed, oc'h ober ar mad hep lezel ac'hanoc'h da vezañ trubuilhet gant aon ebet.
7En hevelep doare, ezhec'h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc'h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc'h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc'h harz ebet ouzh ho pedennoù.
8 A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc'h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
9hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c'hontrol, o c'houzout ez oc'h galvet da gement-se evit m'ho po ar vennozh da hêrezh.
10Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c'homzoù tromplus,
11ra droio e gein d'an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc'h ha ra heulio anezhi,
12rak daoulagad an Aotrou a zo war ar re reizh hag e zivskouarn a zo evezhius d'o fedennoù, met dremm an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an droug.
13Ha piv a wallgaso ac'hanoc'h ma heuilhit ar mad?
14Ha zoken pa c'houzañvfec'h evit ar reizhder, e vefec'h eürus. N'ho pet ket a aon rak ar spont o deus c'hoant da ober deoc'h ha na vezit ket nec'het,
15met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d'en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c'houlenn kont diouzhoc'h diwar-benn an esperañs a zo ennoc'h,
16o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc'h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec'h torfedourien.
17Rak gwelloc'h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc'h ober ar mad eget oc'h ober an droug.
18 Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec'hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d'ar marv er c'hig, met bevaet hervez ar Spered,
19hag ennañ ivez eo aet da brezeg d'ar speredoù dalc'het er prizon,
20ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c'hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c'hrae an arc'h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.
21Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c'horf met ar c'hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d'hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.
22Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.