1Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d'ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:
2Ra vo kresket ar c'hras hag ar peoc'h ennoc'h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!
3 E c'halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c'hloar hag e vertuz.
4Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec'hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc'hoant.
5E kement-se eta, degasit hoc'h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c'houiziegezh,
6gant ar c'houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue,
7gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez.
8Rak ma en em gav an traoù-se ennoc'h ha mar fonnont, ne lezint ac'hanoc'h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist.
9Met an hini n'emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac'haet en deus glanidigezh e bec'hedoù tremenet.
10Rak-se, breudeur, bezit muioc'h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc'h ober kement-se ne strebotot biken,
11hag evel-se e vo roet deoc'h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.
12 Setu perak ne vankin ket da zegas deoc'h dalc'hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma'z oc'h kreñvaet er wirionez-se.
13Krediñ a ran ez eo reizh din, keit ha ma vin en tabernakl-mañ, derc'hel ac'hanoc'h dihun dre alioù,
14o c'houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout.
15Met preder am bo d'ober ar pezh a zo ret evit ma c'hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit.
16Rak n'eo ket oc'h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc'h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.
17Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
18Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neñv pa oamp asambles gantañ war ar menez santel.
19 Bez' hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec'h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.
20Gouezit da gentañ kement-mañ: profediezh ebet eus ar Skritur ne zeu eus santad an den e-unan,
21rak ar brofediezh n'eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.