1 Bez' ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez' e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac'hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.
2Kalz a heulio anezho en o hentoù fall, hag e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez abalamour dezho.
3Dre zroukc'hoant e korvoint ac'hanoc'h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c'hondaonidigezh da dostaat hag o c'hollidigezh ne chom ket morgousket.
4Rak ma n'en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec'het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc'het a-benn ar varn,
5ma n'en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,
6mar en deus kondaonet Sodom ha Gomora da vezañ distrujet o rentañ ar c'hêrioù-se e ludu evit o reiñ da skouer d'ar re a vevfe e dizoujañs-Doue,
7ha mar en deus diwallet Lot an den reizh, an hini a oa poaniet gant kundu euzhus an dud fall-se,
8rak an den reizh-se a oa o chom en o zouez, hag a c'hlac'hare bemdez e ene reizh abalamour d'ar pezh a wele hag a gleve diwar-benn o oberoù fallakr,
9an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc'hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,
10dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c'hig e c'hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,
11e-lec'h an aeled, petra bennak ma'z int brasoc'h e nerzh hag e galloud, ne zougont ket ur varnedigezh a zismegañs en o enep dirak an Aotrou.
12Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,
13o resev ar gopr eus o direizhder. Karout a reont bezañ bemdez er plijadurioù, bez' ez int saotr hag hudurniezh o kemer plijadur en o zromplerezh o-unan pa zebront asambles ganeoc'h.
14O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec'hiñ, o klask da eren an eneoù n'int ket diazezet mat, o c'halon a zo roet d'an droukc'hoant, bez' ez int bugale a vallozh.
15O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,
16met a voe tamallet evit e zisentidigezh. Un azenez vut, o komz gant mouezh un den, a enebas ouzh follentez ar profed.
17Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic'houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken.
18O terc'hel lavarioù c'hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc'hoantoù ar c'hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec'het diouzh ar re a vev en diroll,
19o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma'z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec'h warnañ.
20Goude bezañ tec'het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d'en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec'het, o stad diwezhañ a vo gwashoc'h eget an hini kentañ.
21Rak gwelloc'h e vefe bet dezho na anavezjent ket hent ar reizhder, eget goude bezañ e anavezet distreiñ diouzh ar gourc'hemenn santel a oa bet roet dezho.
22Met c'hoarvezet eo ganto hervez ur c'hrennlavar gwir: Ar c'hi a zo distroet d'ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc'het.