9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc'h. En eil hag en egile e talc'han ho skiant yac'hus dihun dre alioù,
2evit ma ho po soñj eus ar gerioù a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus hor gourc'hemenn-ni ebestel an Aotrou ha Salver.
3Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc'hoantoù o-unan
4hag a lavaro: Pelec'h emañ promesa e zonedigezh? Rak abaoe ma'z eo marv an tadoù, an holl draoù a zo chomet evel ma oant e penn-kentañ ar grouidigezh.
5Rak a-ratozh eo n'ouzont ket kement-mañ: an neñvoù a voe gwechall krouet dre c'her Doue, kenkoulz hag an douar a oa er-maez eus an dour hag en dour,
6ha penaos e voe kollet drezañ ar bed eus an amzer-se, goloet gant dour.
7Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.
8Koulskoude re garet-mat, na dremenit ket hep anavezout penaos, evit an Aotrou un devezh a zo evel mil bloaz ha mil bloaz evel un devezh.
9An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c'heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d'ar geuzidigezh.
10Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.
11O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec'h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,
12o c'hortoz hag o hastañ donedigezh deiz Doue, ma vo teuzet an neñv entanet ha ma en em fonto an elfennoù devet?
13Met hervez e bromesa, e c'hortozomp neñvoù nevez hag un douar nevez e-lec'h ma chomo ar reizhder.
14Setu perak, re garet-mat, o c'hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc'h, didarch ha direbech dirazañ.
15Kredit penaos pasianted hir hon Aotrou eo ho silvidigezh, evel m'en deus skrivet deoc'h hor breur karet-mat Paol hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.
16A-hend-all e ra evel-se en e holl lizhiri pa gomz enno eus an traoù-mañ; lod 'zo diaes da gompren hag a vez distroet gant an dud diouiziek ha disur, kement hag ar Skriturioù all, evit o c'holl o-unan.
17Re garet-mat, c'hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec'h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec'h da gouezhañ eus ho started.
18Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.