9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c'heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n'anavez ket ar bed ac'hanomp: o vezañ n'en deus ket anavezet anezhañ.
2Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n'eo ket bet c'hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma'z emañ.
3Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c'hlana e-unan, evel ma'z eo glan e-unan.
4Piv bennak a bec'h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec'hed a zo un dorridigezh eus al lezenn.
5Gouzout a rit penaos eo en em ziskouezet evit lemel hor pec'hedoù ha penaos n'eus pec'hed ebet ennañ.
6Piv bennak a chom ennañ ne bec'h ket, piv bennak a bec'h n'en deus ket e welet ha n'en deus ket e anavezet.
7Bugale vihan, ra ne douello den ac'hanoc'h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma'z eo e-unan reizh.
8An hini a ra ar pec'hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec'h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.
9Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec'hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c'hell ket pec'hiñ abalamour ma'z eo ganet a Zoue.
10E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d'en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n'eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.
11 Kement-mañ eo an disklêriadur hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile,
12ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.
13Breudeur, na vezit ket souezhet e kasafe ar bed ac'hanoc'h.
14Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d'ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.
15Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n'en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ.
16E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.
17Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?
18Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.
19E kement-se eo ec'h ouzomp penaos omp er wirionez, ha penaos e sederaimp hor c'halonoù dirazañ,
20rak mar kondaon hor c'halon ac'hanomp, Doue a zo brasoc'h eget hor c'halon hag a anavez an holl draoù.
21Re garet-mat, ma ne gondaon ket hor c'halon ac'hanomp, hon eus fiziañs dirak Doue.
22Petra bennak a c'houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c'hourc'hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.
23Ha kement-mañ eo e c'hourc'hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m'en deus gourc'hemennet deomp.
24An den a vir e c'hourc'hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec'h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.