1 Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C'hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c'hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.
2Dre gement-mañ ec'h ouzomp e karomp bugale Doue: o vezañ ma karomp Doue ha ma viromp e c'hourc'hemennoù.
3Rak kement-mañ eo karantez Doue: ma virimp e c'hourc'hemennoù. Hag e c'hourc'hemennoù n'int ket diaes,
4abalamour kement a zo ganet a Zoue a drec'h ar bed, ha kement-mañ eo ar gounid a drec'h ar bed: hor feiz.
5Piv eo an hini a drec'h ar bed, nemet an hini a gred ez eo Jezuz Mab Doue?
6Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma'z eo ar Spered a wirionez.
7Rak bez' ez eus tri a ro testeni en neñv, an Tad, ar Ger hag ar Spered-Santel, hag an tri-se a zo unan.
8Ha bez' ez eus tri hag a ro testeni war an douar, ar Spered, an dour hag ar gwad, hag an tri-se a zo a-unvan.
9Mar resevomp testeni an dud, testeni Doue a zo brasoc'h, rak kement-mañ eo an testeni en deus Doue roet diwar-benn e Vab:
10an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d'an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.
11Ha setu amañ an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab.
12An neb en deus ar Mab en deus ar vuhez. An neb n'en deus ket Mab Doue n'en deus ket ar vuhez.
13Skrivet em eus deoc'h an traoù-mañ, deoc'h-c'hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc'h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c'hellot krediñ en anv Mab Doue.
14Kement-mañ eo ar fiziañs hon eus ennañ: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac'hanomp.
15Ha mar gouzomp e selaou ac'hanomp petra bennak a c'houlennomp, ec'h ouzomp hon eus dija ar pezh hon eus goulennet digantañ.
16Mar gwel unan bennak e vreur o pec'hiñ eus ur pec'hed na gas ket d'ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d'ar re na reont ket ur pec'hed a gas d'ar marv. Bez' ez eus ur pec'hed a gas d'ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec'hed-se.
17Pep direizhder a zo ur pec'hed, met ez eus ur pec'hed na gas ket d'ar marv.
18Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec'h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.
19Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug.
20Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.