10 Be it known unto you all, and to all the people of Israel, that by the name of Jesus Christ of Nazareth, whom ye crucified, whom God raised from the dead, even by him doth this man stand here before you whole.
1 Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d'e servijerien an traoù a dle c'hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d'e servijer Yann,
2en deus disklêriet ger Doue ha testeni Jezuz-Krist, ha kement en deus gwelet.
3Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.
4 Yann, d'ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
5hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c'hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D'an hini en deus hor c'haret, en deus hor gwalc'het eus hor pec'hedoù dre e wad
6hag en deus graet ac'hanomp rouaned hag aberzhourien da Zoue e Dad, ra vo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
7Setu, emañ o tont war ar c'hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.
8Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C'halloudeg.
9 Me, ho preur Yann, unanet deoc'h en anken, er rouantelezh hag er c'hendalc'husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c'her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.
10Bez' e voen estlammet er spered da zeiz an Aotrou, hag e klevis a-dreñv din ur vouezh kreñv evel hini un drompilh,
11a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d'ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
12Me a zistroas evit gwelout a-belec'h e teue ar vouezh a gomze ouzhin. Pa voen troet, e welis seizh kantolor aour,
13hag e-kreiz ar seizh kantolor, unan bennak heñvel ouzh mab an den, gwisket gant ur sae hir ha gourizet war boull e galon gant ur gouriz aour.
14E benn hag e vlev a oa gwenn evel gloan gwenn, evel an erc'h, e zaoulagad a oa evel ur flamm-tan,
15e dreid a oa heñvel ouzh kouevr fin-meurbet, evel ma oa tanet sklaer gant ur forn, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier.
16En e zorn dehou en doa seizh steredenn. Eus e c'henoù e teue ur c'hleze lemm a zaou droc'h hag e zremm a lugerne evel an heol en e nerzh.
17Pa welis anezhañ, e kouezhis d'e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na'z pez ket aon! Me eo ar c'hentañ hag an diwezhañ,
18an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen. Me am eus alc'houezioù lec'h ar marv hag ar marv.
19Skriv an traoù ac'h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ,
20mister ar seizh steredenn ac'h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac'h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.