11 And when they bring you unto the synagogues, and unto magistrates, and powers, take ye no thought how or what thing ye shall answer, or what ye shall say:
12 For the Holy Ghost shall teach you in the same hour what ye ought to say.
1 Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.
2Brazez e oa hag e krie, o vezañ er poanioù hag o c'houzañv gwentloù ar gwilioud.
3Ur sin all a voe gwelet c'hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen.
4E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti.
5Hi a c'hanas ur mab, ur paotr a dlee gouarn an holl vroadoù gant ur wialenn houarn, hag he bugel a oa savet etrezek Doue hag etrezek e dron.
6Ar wreg a dec'has el lec'h distro en ul lec'h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c'hant tri-ugent devezh.
7Un emgann a c'hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled,
8met ne voent ket ar c'hreñvañ hag ne voe mui kavet a lec'h evito en neñv.
9An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
10Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.
11Trec'het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n'o deus ket karet o buhez en tu all d'ar marv.
12Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c'hwi a chom enno. Gwalleur d'an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc'h gant ur fulor vras hag o c'houzout n'en deus nemet nebeud amzer.
13Pa welas an aerouant e oa bet taolet war an douar, e redas war-lerc'h ar wreg he doa ganet ar mab.
14Divaskell an erer bras a voe roet d'ar wreg evit ma c'hellfe nijal d'al lec'h distro, en he lec'h hec'h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer.
15An naer a daolas eus he genoù dour evel ur stêr war-lerc'h ar wreg, evit stlejañ anezhi gant ar stêr.
16An douar a sikouras ar wreg, hag an douar a zigoras e c'henoù hag a lonkas ar stêr en doa an aerouant taolet eus e c'henoù.
17An aerouant en em fuloras a-enep ar wreg. Mont a reas d'ober brezel d'ar peurrest eus he lignez, d'ar re a vir gourc'hemennoù Doue hag o deus testeni Jezuz-Krist.