9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Pa zigoras ar seizhvet siell, e voe graet ur sioulded vras en neñv e-pad war-dro un hanter-eur.
2Hag e welis ar seizh ael en em zalc'h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh.
3Un ael all a zeuas hag en em zalc'has tost d'an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c'hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron.
4Moged ar c'hwezh-vat gant pedennoù ar sent a bignas eus dorn an ael dirak Doue.
5An ael a gemeras an ezañsouer, a leunias anezhañ gant tan eus an aoter hag a daolas anezhañ war an douar. Hag e voe mouezhioù, kurunoù, luc'hed hag ur c'hren-douar.
6 Ar seizh ael a oa ar seizh trompilh ganto en em brientas da seniñ.
7An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c'heot glas a voe devet.
8An eilvet ael a sonas, hag e voe stlapet er mor evel ur menez bras tanet holl. An deirvet lodenn eus ar mor a voe troet e gwad,
9an deirvet lodenn eus ar grouadurien a oa er mor hag o doa buhez a varvas, hag an deirvet lodenn eus al listri a voe kollet.
10An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras leskidik evel ur c'houlaouenn-dan, hag e kouezhas war an deirvet lodenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour.
11Anv ar steredenn-se a zo Huelenn-c'hwerv. An deirvet lodenn eus an doureier a voe troet en huelenn-c'hwerv hag un niver bras a dud a varvas dre an doureier abalamour ma oant deuet da vezañ c'hwerv.
12Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.
13Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d'an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c'hoazh seniñ!