1 En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz,
2a lavaras d'e servijerien: Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.
3Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
4rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg.
5C'hoant en doa d'e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed.
6Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,
7en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje.
8Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
9Ar roue a voe glac'haret, met, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi,
10hag e kasas da zibennañ Yann er prizon.
11E benn a voe degaset war ur plad ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
12Diskibien Yann a zeuas, a gemeras e gorf hag a sebeilhjont anezhañ. Hag ez ejont d'henn lavarout da Jezuz.
13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c'hêrioù.
14Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac'haas o c'hlañvourien.
15An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù da brenañ boued.
16Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho.
17Lavarout a rejont dezhañ: N'hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk.
18Eñ a lavaras: Degasit int din.
19Hag e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'ar bobl.
20Debriñ a rejont holl hag o doa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù a oa manet.
21Ar re o doa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
22 Kerkent goude, Jezuz a lakaas e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.
23P'en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
24Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep.
25D'ar bedervet beilhadenn eus an noz, Jezuz a zeuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor.
26Pa welas an diskibien anezhañ o kerzhout war ar mor, o doa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont.
27Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon!
28Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar d-eo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier.
29Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz.
30Met, pa welas e oa kreñv an avel, en doa aon hag, evel ma kroge da sankañ en dour, e krias o lavarout: Aotrou, va savete!
31Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet?
32Hag e pignjont er vag hag an avel a baouezas.
33Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
34 P'o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared.
35Tud al lec'h-mañ, o vezañ anavezet anezhañ, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv.
36Pediñ a rejont anezhañ d'o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac'haet.