1 Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz hag a lavaras:
2Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.
3Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun?
4Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.
5Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof,
6n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun.
7Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:
8Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac'hanon gant o muzelloù, met o c'halon a zo pell diouzhin.
9Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc'hemennoù tud.
10 O vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit ha komprenit.
11N'eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den.
12Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ?
13Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.
14Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.
15Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.
16Ha Jezuz a lavaras: Ha bez' oc'h c'hwi ivez c'hoazh hep skiant?
17Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genoù, a ziskenn er c'hof hag a vez taolet er foz?
18Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù a zeu eus ar galon, ha kement-se eo ar pezh a hudura an den.
19Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
20Setu aze an traoù a hudura an den, met debriñ hep bezañ gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.
21 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
22Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall boaniet gant un diaoul.
23Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h.
24Respont a reas: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.
25Met hi a zeuas hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon!
26Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan.
27Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù.
28Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Ha war an eur-se, he merc'h a voe yac'haet.
29 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno.
30Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh treid Jezuz. Eñ o yac'haas,
31en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re vac'hagnet yac'haet, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout. Hag e roent gloar da Zoue Israel.
32 Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c'hichen ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
33An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout el lec'h distro-mañ bara a-walc'h da bredañ kement a dud?
34Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeud peskedigoù.
35Neuze e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war an douar,
36e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'ar bobl.
37Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
38Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
39Goude bezañ kaset ar bobl en o hent, e pignas er vag hag e teuas da vro Vagdala.