1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
2Pemp anezho a oa fur ha pemp a oa diskiant.
3Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto,
4met ar re fur a gemeras eoul en o fodoù gant o lampoù.
5Evel ma talee ar pried, e voredjont holl hag e kouskjont.
6Met war-dro hanternoz e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok!
7Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù.
8Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ.
9Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc'h.
10E-pad ma'z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.
11Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp.
12Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.
13Beilhit eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.
14 Heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien hag a lakaas e vadoù etre o daouarn.
15Reiñ a reas pemp talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant) da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud, hag ez eas en hent raktal.
16Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c'hounezas pemp talant all.
17En hevelep doare an hini en doa resevet daou dalant a c'hounezas ivez daou all.
18Met an hini en doa resevet unan a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou.
19Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas hag a reas o c'hont ganto.
20An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.
21E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
22An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu, daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.
23E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
24An hini n'en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec'h na'c'h eus ket hadet hag a zastum e-lec'h na'c'h eus ket strewet,
25hag e teuas aon din hag on aet da guzhat da dalant en douar. Setu, e roan dit ar pezh a zo dit.
26Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet,
27ret e oa dit eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien ha, pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi.
28Lamit eta e dalant digantañ ha roit anezhañ d'an hini en deus dek talant.
29Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
30Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled santel, ec'h azezo war dron e c'hloar.
32An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed.
33Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ hag ar bouc'hed a-gleiz.
34Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed.
35Rak naon am eus bet ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc'h eus;
36en noazh e oan ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan ha deuet oc'h da'm c'havout.
37Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ?
38Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket?
39Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag ez omp deuet da'z kavout?
40Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.
41Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
42Rak naon am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ;
43diavaeziad on bet ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout.
44Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, pe klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret?
45Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se din.
46Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.