1 Mont a reas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en doa un dorn disec'het.
2Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ d'an deiz sabad, evit e damall.
3Hag e lavaras d'an den en doa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz.
4Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d'an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
5Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac'h evel egile.
6Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.
7 Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulias anezhañ eus Galilea, eus Judea,
8eus Jeruzalem, eus Idumea hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ.
9Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
10Rak en doa yac'haet kalz anezho, en hevelep doare m'en em daole warnañ kement en doa ur c'hleñved evit stekiñ outañ.
11Pa en gwele an speredoù hudur, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!
12Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho n'en zisklêrjent ket.
13 Pignat a reas war ur menez hag e c'halvas ar re a felle dezhañ. Dont a rejont d'e gavout.
14Lakaat a reas daouzek anezho da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg,
15gant ar galloud da yac'haat ar re glañv ha da gas kuit an diaouled.
16Bez' e oant: Simon ma roas an anv a Bêr dezhañ;
17Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo mibien ar c'hurun;
18Andrev; Filip; Bartolome; Mazhev; Tomaz; Jakez mab Alfe; Tadde; Simon ar C'hananead;
19Judaz Iskariod, an hini en droukroas. Neuze e tistrojont d'an ti.
20Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c'hellent ket zoken kemer o fred.
21 E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.
22Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc'het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.
23Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit?
24Mar d-eo ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout,
25ha mar d-eo un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout.
26Mar sav eta Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar d-eo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo.
27Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se. Neuze e preizho e di.
28Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo,
29met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel n'en devo biken a bardon, met dalc'het e vo dindan ur varn peurbadus.
30Kement-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.
31 E vreudeur hag e vamm a erruas hag, oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel.
32Ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez o c'houlenn ac'hanout.
33Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
34Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa azezet en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
35Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.