1 Eñ a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en doa ur merour a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù.
2Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken bezañ va merour.
3Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c'hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c'houlenn aluzen.
4Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac'hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin.
5Hag e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'ar c'hentañ: Pegement a dleez da'm mestr?
6Eñ a respontas: Kant bat (~ 3500 l) eoul. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez ha skriv buan hanter-kant.
7Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a respontas: Kant kor (~ 35000 l) gwinizh. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent.
8Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m'en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
9Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned deoc'h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.
10An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras.
11Mar n'hoc'h ket bet eta feal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion?
12Ha mar n'hoc'h ket bet feal gant ar pezh a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h?
13Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
14Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.
15Hag e lavaras dezho: Evidoc'h-c'hwi, a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.
16Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
17Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget eo d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.
18 Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant hec'h ozhac'h, a ra avoultriezh.
19 Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.
20Bez' e oa ur paour anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù;
21c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik. Hogen ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù.
22En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet.
23O vezañ e lec'h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre.
24O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.
25Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù.
26Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.
27Lavarout a reas: Da bediñ a ran eta, tad, da gas anezhañ da di va zad,
28rak pemp breur am eus, evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù.
29Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded, ra selaouint anezho.
30Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz.
31Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.