7 Many waters cannot quench love, neither can the floods drown it: if a man would give all the substance of his house for love, it would utterly be contemned.
1 An ebestel hag ar vreudeur a oa e Judea a glevas penaos ar baganed o doa ivez degemeret ger Doue.
2Ha pa voe distroet Pêr da Jeruzalem, an amdroc'hidi a damallas anezhañ
3hag a lavaras: Aet out e ti tud diamdroc'h ha debret ec'h eus ganto.
4Pêr en em lakaas da gontañ an traoù dezho diouzh renk hag a lavaras:
5Edon o pediñ e kêr Jope hag, o kouezhañ en ur goursav, em eus bet ur weledigezh: un dra heñvel ouzh un doubier vras dalc'het dre he fevar c'horn, a ziskennas eus an neñv hag a zeuas betek ennon.
6O vezañ sellet gant evezh outi, e welis enni pevarzroadeged an douar, loened gouez, stlejviled ha laboused an neñv.
7Hag e klevis ur vouezh a lavare din: Pêr, sav, lazh ha debr!
8Met e lavaris: Nann, Aotrou, rak biskoazh netra a saotret nag a zic'hlan n'eo aet em genoù.
9Ar vouezh a lavaras din eus an neñv evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet.
10Kement-se a c'hoarvezas teir gwech, goude-se pep tra a voe dilamet en neñv.
11Ha setu, kerkent tri den kaset da'm c'havout eus Kezarea en em gavas dirak an ti e-lec'h ma oan.
12Ar Spered a lavaras din mont ganto hep arvar. Ar c'hwec'h breur-mañ a zeuas ivez ganin hag ez ejomp e-barzh ti an den-se.
13Eñ a lavaras deomp penaos en doa gwelet un ael en e di oc'h en em ziskouez hag o lavarout dezhañ: Kas da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr,
14hag a lavaro dit traoù a vi salvet ganto, te ha da holl diegezh.
15Evel ma en em lakais da gomz, ar Spered-Santel a ziskennas warno evel warnomp er penn-kentañ.
16Neuze e teuas soñj din eus ar ger-mañ a lavaras an Aotrou: Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel.
17Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiñ ouzh Doue?
18O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d'ar baganed ar geuzidigezh, evit m'o devo ar vuhez.
19 Ar re a oa bet stlabezet gant an heskinadeg c'hoarvezet diwar-benn Stefan, a yeas betek Fenikia, Kiprenez hag Antioch, o prezeg ar ger da zen ebet, nemet d'ar Yuzevien hepken.
20Met hiniennoù anezho, a oa eus Kiprenez hag eus Siren, a yeas en Antioch hag a gomzas d'ar C'hresianed, o kemenn dezho Aviel an Aotrou Jezuz.
21Dorn an Aotrou a oa ganto, hag un niver bras a dud a gredas hag en em zistroas ouzh an Aotrou.
22Ar c'heloù eus kement-mañ a zeuas betek Iliz Jeruzalem, hag e kasjont Barnabaz betek Antioch.
23Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec'h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.
24Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou.
25Neuze Barnabaz a yeas da Dars da gerc'hat Saol
26hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d'an diskibien.
27En amzer-se e tiskennas profeded eus Jeruzalem da Antioch.
28Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.
29An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c'halloud, ur sikour d'ar vreudeur a chome e Judea.
30Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d'an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.