9 And when he had opened the fifth seal, I saw under the altar the souls of them that were slain for the word of God, and for the testimony which they held:
10 And they cried with a loud voice, saying, How long, O Lord, holy and true, dost thou not judge and avenge our blood on them that dwell on the earth?
11 And white robes were given unto every one of them; and it was said unto them, that they should rest yet for a little season, until their fellowservants also and their brethren, that should be killed as they were, should be fulfilled.
1 Bez' e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
2E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.
3Neuze, o vezañ yunet ha pedet, e lakajont o daouarn warno hag o c'hasjont kuit.
4 Int eta, kaset gant ar Spered-Santel, a ziskennas e Seleusia, hag ac'hane ez ejont dre vor da Giprenez.
5O vezañ erruet e Salamin, e prezegjont ger Doue e sinagogennoù ar Yuzevien. Bez' e oa ivez Yann ganto evit o sikour.
6Goude m'o doa treuzet an enezenn holl betek Pafoz, e kavjont ur yuzev, hudour ha fals-profed anvet Barjezuz,
7a oa gant ar prokoñsul Sergiuz-Pauluz, den skiantek. Hemañ a c'halvas Barnabaz ha Saol, hag a c'hoantaas klevout ger Doue.
8Met Elimaz an hudour, rak evel-se e vez troet e anv, a enebe outo, o klask distreiñ ar prokoñsul diouzh ar feiz.
9Met Saol, a oa ivez galvet Paol, leun eus ar Spered-Santel, a sellas start outañ
10hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?
11Bremañ setu, dorn an Aotrou a zo warnout, hag e vi dall ha ne weli ket an heol e-pad ur pennad. Raktal e kouezhas warnañ ur vrumenn hag un deñvalijenn, hag, o treiñ amañ hag ahont, e klaske ur re bennak da ren anezhañ gant an dorn.
12Neuze ar prokoñsul, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a gredas, o vezañ souezhet bras eus kelennadurezh an Aotrou.
13Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.
14 Mont a rejont kuit eus Perj hag e teujont da Antioch Pisidia. O vezañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, ec'h azezjont.
15Goude ma voe lennet al lezenn hag ar brofeded, pennoù ar sinagogenn a gasas da lavarout dezho: Tud breudeur, ma hoc'h eus un ali bennak da reiñ d'ar bobl, komzit.
16Paol a savas hag, o vezañ graet sin gant e zorn, e lavaras: Tud a Israel ha c'hwi a zouj Doue, selaouit!
17Doue ar bobl-mañ a Israel en deus dibabet hon tadoù hag a adsavas ar bobl-mañ e-pad ma chome en Ejipt. O zennet en deus ac'hane gant e vrec'h galloudus.
18E-pad war-dro daou-ugent bloavezh e harpas anezho gant trugarez el lec'h distro
19hag, o vezañ distrujet seizh broad e Bro-Ganaan, e lodennas dezho ar vro da hêrezh.
20Goude-se, e-pad war-dro pevar c'hant hanter-kant vloaz, e roas dezho barnerien betek ar profed Samuel.
21Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh.
22O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c'halon, hag e peurc'hraio va holl volontez.
23Eus e lignez eo, en deus Doue, hervez e bromesa, savet Jezuz, Salver Israel.
24A-raok ma teuas, Yann en doa prezeget badeziant ar geuzidigezh da holl bobl Israel.
25Pa echuas Yann e redadenn, e lavaras: Piv a soñjit ez on-me? N'on ket, met setu, e teu war va lerc'h an hini n'on ket dellezek da zieren korreenn botoù e zreid.
26Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c'hwi a zouj Doue, deoc'h-c'hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
27Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc'hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.
28Hep kavout ennañ abeg ebet d'e lakaat d'ar marv, e c'houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel.
29Pa voe peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c'hoad ha lakaet en ur bez.
30Met Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.
31Gwelet eo bet e-pad meur a zevezh gant ar re a oa pignet gantañ eus Galilea da Jeruzalem, hag a zo e destoù dirak ar bobl.
32Ha ni a ro da anavezout deoc'h an Aviel, ar bromesa a oa bet graet d'hon tadoù.
33Doue en deus peurc'hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma'z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
34E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d'ar vreinadurezh, ha disklêriet en deus kement-se o lavarout: Reiñ a rin deoc'h ar promesaoù santel ha sur graet da Zavid.
35Dre-se e lavar ivez en ul lec'h all: Ne lezi ket da Sant da welout ar vreinadurezh.
36Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh.
37Met an hini en deus Doue adsavet a-varv n'en deus ket gwelet ar vreinadurezh.
38Gouezit eta, tud breudeur, penaos eo drezañ e vez kemennet deoc'h pardon ar pec'hedoù,
39ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c'hellec'h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.
40Diwallit eta na c'hoarvezfe ket ganeoc'h ar pezh a zo bet lavaret er brofeded:
41Setu, c'hwi a zispriz ac'hanon, bezit souezhet ha kit diwar wel, rak emaon o vont d'ober un oberenn en ho tevezhioù, un oberenn ha ne gredfec'h ket ma vefe kontet deoc'h.
42Evel ma'z ae kuit ar Yuzevien eus ar sinagogenn, e voent pedet gant ar baganed da brezeg diwar-benn an hevelep traoù ar sabad war-lerc'h.
43Pa voe stlabezet ar vodadenn e-maez ar sinagogenn, meur a hini eus ar Yuzevien hag eus ar brozelited a zouje Doue a yeas war-lerc'h Paol ha Barnabaz. Int a gomzas ganto hag a alias anezho da genderc'hel e gras Doue.
44Ar sabad war-lerc'h, holl gêr hogos en em zastumas evit klevout ger Doue.
45Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ.
46Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc'h-c'hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc'h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.
47Rak evel-se en deus an Aotrou gourc'hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.
48Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c'her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d'ar vuhez peurbadus a gredas.
49Ger an Aotrou en em skuilhas er vro holl.
50Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c'hasjont kuit eus o bro.
51Goude bezañ hejet ar poultr eus ho treid a-enep dezho ez ejont da Ikoniom.
52An diskibien a oa leuniet gant levenez ha gant ar Spered-Santel.